« C’hoant ganeoc’h beviñ er-maez eus Paris, grit (pari)adenn ar C’hreuse » setu ar pezh a c’heller lenn war bruderezh nevez departamant ar C’hreuse. Pal ar c’houlzad-mañ : desachañ parizianed skuizh da veviñ er kêr.
Paourkaezh Kreuziz ! Petra vo paket ganto a-benn ar fin ? Boboed barizian stresset hag a chomo ur vloaz er C’hreuse a-raok distreiñ da bPariz ? Tud zo eus ar c’hêrioù o deus klasket cheñch buhez goude ar C’hovid ha mont d’ober annez er « proviñs ». Distroet int en-dro ken buan hag e oant arruet. Lod anezho a zo tud eus ar c’hêrioù abaoe m’int ganet, o zud a oa o veviñ e Pariz dija, o zud-kozh ivez, hag o zud-kuñv ivez evit darnig anezho. N’eo ket ur ral gwelet tud eus Pariz ha n’o deus ket, en o lignaj tost, hini ebet hag a vefe deuet eus ar proviñs. Kollet zo bet er familh memor ur vroig orin bennaket. Gwir gêriz, gwir barizianiz a-ouenn int deuet da vezañ.
Ha ma n’eo ket parizianed hanter-vobo aon ‘m eus e vefe profitet eus ar c’houlzad-bruderezh-mañ gant ar gouarnamant evit kas charreadoù a henvroidi d’ar C’hreuse. An « treuzkemm poblañsel » evel en deus lavaret Emmanuel Macron.
Ha ma vefe klasket derc’hel ar re yaouank er vro kentoc’h gant kuzul departamant ar C’hreuse ?
Nouveau projet de vie en dehors de #Paris ? Faites le Pari(s) de la #Creuse et retrouvez le @Departement_23 les 4, 5 et 6 octobre pour des rencontres #éco et #emploi, des tables rondes… et tentez de remporter votre séjour découverte en Creuse !
📌 21 rue des Pyramides, Paris 1 pic.twitter.com/sdHiD5kSa3— Maison de la Nouvelle-Aquitaine (@maisondelaNA) September 29, 2022
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
2 réponses à “Departamant ar C’hreuse en deus serret ur c’hleñved : klask disachañ parizianed”
Faire le pari de la Creuse avec ses 300 éoliennes prévues
Ça ternit un peu ce tableau idyllique
Que fait le Conseil Départemental contre cette invasion programmé ? rien ! rien de rien !
Nanterre(92). Ar 15 a viz Here 2022. D’am méno din me, bez ez eus eur gudenn don tre. Ha n’eo ked hepken diloja ar Barizained deus Pariz . Hogèn, an dud a vev er c’hérioù a vez gwelloh o buhez e kenver ar skolioù, an ospitalioù, ar vedisinerien, ar beajoù er broioù estren dre ema aerporzioù braz. En eur gêr evel Pariz hag hé c’houronn ez eus an ugent milion annez enno. Diboëll credi a c’hell unan bennak mond da veva en eul lec’h evel Felger, pe departamant ar Greuse ha dilesel eur gêr ken braz eget Pariz hag ar » Multing-pot » a zo eno. Evel ma vez lavaret bez ez eus Pariz hag an » Desert Frans ». Se zo gwir hep arvar ebet. Dont a raio ar metro parizianeg beteg aerporz Orly !