Ankiniz : deskiñ galleg d’ar lumpenproletariat estrañjour e-lec’h paeiañ gwelloc’h ar vretoned

E Ankiniz, gant an embregerezh breizhad Laïta (Paysan Breton, Mamie Nova, Régilait, …) e vez lakaet labourerien estrañjour eus Afrika du pe Maghreb da zeskiñ galleg e-lec’h klask paeiañ gwelloc’h labourerien breizhad !

Setu ar pezh a lenner e-barzh L’Echo d’Ancenis. Seizh gwaz a zo o teskiñ galleg abaoe ar 26 a viz gwengolo e-barzh ur stummadur aozet gant an ajañs etreadegourien Actual A2i hag al laezerezh Laïta eus Ankiniz. Reiñ ur CDI dezho eo ar pal hervez Stéphanie Michalet, e-karg eus ar c’hoskor el laezerezh.

War a seblant eh eus un daou-ugent bennak a bostoù ha n’int ket pourvezet. Neuze e vez kemeret labourerien estrañjour gant an embregerezh.

Met perak ne fell ket d’ar vretoned mont war seurt postoù ? Ha deuet omp da vezañ fenianted ? Marteze eo peogwir e vez paeiet fall ar postoù-se ha peogwir int re ziaes. Hag e-lec’h klask gwellaat ar c’hondisionoù labour ha lakaat ar goproù da greskiñ emañ ar batroned evel Laïta o klask ul lumpenproletariat en Afrika… Gant asant ar sindikadoù hag ar « c’hevredigezhioù », evel just !

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Ankiniz : deskiñ galleg d’ar lumpenproletariat estrañjour e-lec’h paeiañ gwelloc’h ar vretoned”

  1. FIFI dit :

    je ne comprends rien mais a force de copier chez nos voisins nous ne sommes même plus en place pour défendre l’hôtel de ville de PARIS !!!
    je compte sur notre armée de métier !!!
    AMITIES

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, LORIENT

An Oriant Tolpad Kêrioù a lâr’ Ya da live 2 ar garta aveit ar brezhoneg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Norzh Bro-Gembre : nebeutoc’h a saozneg er skolioù, muioc’h a gembraeg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-BRIEUC

Binig-Staol (Bro-Oueloù) a lavar « Ya d’ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne

100vet deiz-ha-bloaz Gwalarn

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Sciences, VANNES

Ur brezegenn interesus ‘ba Gwened

Découvrir l'article

AURAY, E brezhoneg, Education, Local, Société

Landevan (Bro Gwened) : digoret e vo un hentad divyezhek b’ar skol bublik

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société, Vie Pratique

Achu gant « Labour ‘zo » !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, QUIBERON, Société

Ur c’hlas divyezhek brezhoneg-galleg b’ar Gêrveur !

Découvrir l'article

CARHAIX, E brezhoneg, Local

Lise Diwan Karaez : ha dirouestlet eo an afer ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, Société, ST-BRIEUC

Kastellaodren-Plagad : difenn an hentenn divyezhek !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky