E Goneg, e Bro-Felger, a-hed ar CD 102 e anaveze an holl ar groaz wenn kozh, goloet a iliav. E-pad dibenn-sizhun an 09 a viz eost e voe savet unan nevez flamm-flimin gant tud a youl vat eus ar vro. Kouezhet e oa an hini kozh e-pad ar goañv diwezhañ neuze e stagas ganti ur strolladig a dud d’ar mintin. D’an noz e oa savet !
D’an 09 a viz gwengolo eo bet benniget gant person ar parrez. Ha n’hallo ket al likarded klask he diskar rak war un dachenn brevez eo bet adsavet.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine