Didruez eo rentañ-kont diwezhañ kambr rannvroel ar c’hontoù evit kêr Sant-Brieg. Gant ar c’hambr eo bet sellet pizh ouzh kontoù an ti-kêr etre 2017 ha 2022 (pa oa Marie-Claire Diouron (UDI) e penn an traoù da heul Bruno Joncour neuze) ha trelachet eo ar mestr-kontourien :
- Dastumet he deus kêr Sant-Brieg ur bern dle. Ken n’eo ket mui evit en em arc’hantaouiñ pe dost. Kondaonet eo ar gêr da amprestañ arc’hant e-pad pell.
- Gant ar parkvaioù kêr ne vez ket gounezet argant, ar c’hontrol ez eo.
- Re a stalioù a zo en desherit e kreiz kêr.
- Ne labour ket a-walc’h an implijidi kêr. Uhel-tre ar feur-ezvezañ. Ha dre faot an implijidi hag a vefe re lezirek pe dre faot ar muiañ-niver kozh hag en deus dilemet postoù ha kaset al labour war chouk an implijidi all ?
Kêr baourañ Breizh eo Sant-Brieg hervez ar maer nevez Hervé Guihard. Ha dont a raio a-benn da adlakaat pep tra en e blom ?
Crédit photo :
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine