Norzh-Katalonia : kuzul-kêr Elna dirak ar justis evit bezañ implijet ar c’hatalaneg

Prefed Pireneoù -ar-Reter a c’houlenn e vefe nullet gant lez-varn melestradurel Perpinya diviz kuzul-kêr Elna da leuskel ar guzulierien a fell dezho komz e katalaneg e-pad ar c’huzulioù d’hen ober.

E miz ebrel e voe Elna ar gumun gentañ eus Norzh-Katalonia da reiñ ar gwir d’an neb a venn d’ober gant yezh ar vro gatalan e-pad ar c’huzulioù-kêr. N’eo ket Nicolas Garcia, maer Elna ur broadelour katalan levezonet gant Barcelona evel eo bet skrivet gant reoù zo, ur paotr eus ar Strollad Komunour Gall (PCF) ne lavaran ket ! E miz ebrel e oa bet votet a-enep an diviz-se gant kuzulierien an tu-dehou.

Un nebeut mizioù a-raok e oa bet trouz e kêr diwar-benn yezh Pompeu Fabra dija : kemeret e oa bet ar gaoz e katalaneg gant ur c’huzulier, Pere Manzanares, ‘pezh ne blijas ket d’e genseurted eus an tu-dehou hag a guitas ar sal.

Alese e voe kaset ar gumun dirak al lez-varn melestradurel eus Perpinya. Arguzennet e oa bet gant ar maer ne oa ket e-maez al lezenn implij ar c’hatalaneg e-pad emvodoù ar c’huzulioù-kêr. Kadarnaet e oa bet arguzennoù ar c’hatalan gant ur gwiraer brudet. A-benn ar fin e voe kendrec’het al lez-varn ha disammet maer Elna.

Met tagnous eo ar stad jakobin : Hiziv e klask prefed Pireneou-ar-Reter lakaat al lez-varn da derriñ e varnadenn war-zigarez eo galleg « yezh ar Republik ». Embannet eo bet gant Nicolas Garcia e kendalc’ho gant e stourm, kousto pe gousto.

Crédit photo : Wikipedia Commons. Menez Canigou

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Norzh-Katalonia : kuzul-kêr Elna dirak ar justis evit bezañ implijet ar c’hatalaneg”

  1. Marcel Texier dit :

    Tout ça n’empêche pas l’Etat français de donner des leçons de droits de l’homme tous azimuts. Quelle hypocrisie !
    Quelle différence y-a-t-il entre ceux qui bombarderent la cathédrale de Reims ou brûlèrent la bibliothèque de Louvain pendant la première guerre mondiale et les Barbares qui, depuis plus de deux cents ans s’acharnent à détruire par tous les moyens des cultures millénaires comme la culture catalane ou la culture bretonne ? Aucune !
    Ces gens-là ont des trémolos dans la voix quand ils s’indignent (à juste titre ) de la destruction par Daesh des ruines de Palmyre. Mais, ils font pire : eux, ce sont des communautés humaines qu’ils martyrisent, des vies humaines qu’ils ruinent ! Combien de guerres ce genre de politique n’a-t-elle pas entraînées donnant de bons prétextes à toutes sortes d’avanturiers, hier Hitler avec les Sudètes, aujourd’hui Poutine avec les russophones d’Ukraine ?

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, LORIENT

An Oriant Tolpad Kêrioù a lâr’ Ya da live 2 ar garta aveit ar brezhoneg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Norzh Bro-Gembre : nebeutoc’h a saozneg er skolioù, muioc’h a gembraeg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-BRIEUC

Binig-Staol (Bro-Oueloù) a lavar « Ya d’ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne

100vet deiz-ha-bloaz Gwalarn

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Sciences, VANNES

Ur brezegenn interesus ‘ba Gwened

Découvrir l'article

AURAY, E brezhoneg, Education, Local, Société

Landevan (Bro Gwened) : digoret e vo un hentad divyezhek b’ar skol bublik

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société, Vie Pratique

Achu gant « Labour ‘zo » !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, QUIBERON, Société

Ur c’hlas divyezhek brezhoneg-galleg b’ar Gêrveur !

Découvrir l'article

CARHAIX, E brezhoneg, Local

Lise Diwan Karaez : ha dirouestlet eo an afer ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, Société, ST-BRIEUC

Kastellaodren-Plagad : difenn an hentenn divyezhek !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky