D’al lun 5 a viz gwengolo, hent-tizh A83 etre Naoned ha Montaigu, porzh-treizhaj Bignon : ur c’harr-tan a zo gwelet gant an archerien o kemer penn an hent enep-red war-du Naoned. War an hent e tizho ar 170 km/e, o troidellat etre ar c’hirri-tan. A-raok Naoned, ur c’harread a 5 den a zeu a-benn da dremen e-biou dezhañ met an daou oto a sko ouzh ar gloued surentez.
Kavout a ra ar boleserien e unan eus ar c’hirri-tan un den mezv-dall, azezet war al leur. Ur jipsian anezhañ, o chom etre Poitiers, Naoned ha Châtellerault. Krediñ a rae e oa war un hent broadel !…
Tad pevar bugel anezhañ, ne oar na lenn na skrivañ ar galleg hag ul lagouter daonet eo. 50 vloaz eo ha 8 menneg a zo war e roll pa’z eo barnet d’an 20 a viz gwengolo e Naoned. Lazhet en deus un den dija da geñver ur… gwallzarvoud pa oa 25 vloaz !
Da 18 mizvezh toull-bac’h ha da brederiañ ouzh ar boeson eo bet kondaonet a-benn ar fin. Mui un tamm goursez.
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine