Muioc’h-mui a zramm a vez gwerzhet e Kemper. Dimeurzh dremenet e oa ar polis hag ar valterourien e Bro-Kemper evit ober e stal d’ur filierenn a drafikerien drammoù. A-benn fin ar gont ez eus bet paket 3kg heroïn, 138g a gokaïn ha baretennoù kannab. Mui arc’hant dizolo hag armoù evel just.
Eus Paris da Gemper e vez degaset an drogach. Gant ar boleserien ez eus bet serret un den eus ar Val d’Oise mui tri c’hemperad eus Kermoyan hag ar Braden. Breizhiz anezho ? E Kermoysan n’eus ket mui kalz ‘m eus aon ha war-washaat ez a an traoù er Braden-Saint-Laurent a-fet surentez (hag ur c’harter sioul gwezhall !)
Drammoù a zo bet paket da geñver ur c’hontrol hent dimeurzh dremenet ivez. Hag ar memes filierenn eo ? A-raok pell e vo lavaret muioc’h war an afer-se gant prokulor Kemper.
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine