904 skoliad ar skolioù-mamm a zo e Bastia (Korsika) e 12 skol en holl. E-barzh 7 anezho ez eus klasoù divyezhek korseg-galleg m’emañ skoliataet 68% eus ar skolidi. Biskoazh n’eus ket bet kement !
24 vloaz zo nemetken e oa bet digoret ar c’hlas divyezhek gentañ.
Evit an distro-skol, an holl vugale eus klas ar re vras (divyezhek pe unyezhek) o deus bet ur « bursarellu di rientrata« , da lavaret eo ur sac’hadig kotoñs ennañ un drousad a greionoù gant anvioù al livioù skrivet warno e korseg mui ul levr e yezh ar vro.
Ar vroadelourien eo a zo e penn ti-kêr Bastia.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Bastia : 68% eus ar skolidi en ur skol-vamm divyezhek”
Gant ar vezh ruz evidomp!