Sant-Nazaire : un droterez laeret gant un Tunizian

Ar studier en doa tremenet e vakañsoù o labourat e Sant-Nazer. Hag evit mont da labourat en doa ezhomm eus e droderez tredan. Siwazh dezhañ, d’an 03 a viz gwengolo, tro kreiznoz e karter an ti-gar, setu ar studier o kejañ ouzh un tunizian o tispakañ ur gontell.

Hag an tunizian oc’h ober biz outañ ha c’hoari gant ar gontell dirak e fri. A-benn ar fin ez eas kuit gant an droterez

Antronoz, emañ ar paourkaezh studier o pourmen e kreiz-kêr. Ha piv a zo o pourmen e galite hag e feniantiz er memes straed hag er memes mare ? An Tunizian evel just ! Gervel a ra ar studier ar boleserien a oa nepell ac’hann ha tapet al laer ganto.

D’ar 06 a viz gwengolo e oa hennezh dirak lez-varn Sant-Nazer. Gouez dezhañ n’en deus tamm envorenn ebet eus e laeroñsi rak, an noz-mañ e oa boeson gantañ mui ar valium en doa lonket. Hervez e vreutaer e c’hell « bezañ sot pa ne gemer ket e louzoù ».

Ar studier, eñ, n’emañ ket el lez-varn rak « aon en deus ».

Kondaonet eo bet an Tunizian d’ur bloavezh toull-bac’h. Ne vo ket skarzhet goude e staj er prizon, avat daoust dezhañ kaout 6 menneg war e roll dija ! Ur « Chañs evit Breizh » eo moarvat…

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Gaming

Bazterka, hurik gabeko herria : Ur c’hoari video en euskareg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, LORIENT, Société

Fort-Bloqué (56) : ur « gwallig-daol » a-enep ur mekanik chanter ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, QUIMPERLE, QUIMPERLé

Sevel daou pe dri Kêrvrezhon e Breizh-Izel…

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg

Tintin : Adembannet e vo « Ar skouarn dorr » e brezhoneg !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Evenements à venir en Bretagne, Histoire, Local, LORIENT

Stade terminal d’aliénation : une conférence sur les… arabismes dans la langue bretonne !

Découvrir l'article

Education, Local, Paimpol, Société

Trévenneuc (Goëlo) : une école catholique hors-contrat ouvre ses portes !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, International

Bro-Euskadi an Norzh : evit ar wech kentañ ez eus muioc’h a vugale e klasoù divyezhek eget e klasoù unyezhek er skolioù-mamm

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Plouzane (Bro Leon) : archerien dirak ar skolajoù

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Environnement, Local, Social, Société

Brest : Bellevue ha Pontanezen tennet diwar ar ZFE

Découvrir l'article

E brezhoneg, International, Vidéo

Hetoù rektor Korsika e korseg

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky