E Bro-Naoned, e oa bet savet un trafik a bodoù katalitek laeret gant ur vandennad a dermajied bolonad. Allas, e miz c’hwevrer 2022 e oa bet sonet kloc’h fin an ehan gant an archerien. Etre 700 ha 800 pot a veze kaset da vro-Bologn bep eil sizhun gant ar familh. E seurt podoù ez eus metalioù rouez hag a c’hell bezañ gwerzhet keroc’h evit an aour war a seblant. Ma vez didroc’het mat e c’hell ar pot bezañ gwerzhet ker-ruz ivez.
Etre an duonierion hag al laeron (yaouank) eo 11 den a zo bet serret gant an archerien. Etre Reudied ha Pentelloù e oa o zachenn chaseal. War parkvaoù ar McDoioù pe e fiñ-foñs tachennoù an dermajied e veze gwerzhet hag eskemmet ar podoù. A-hed ar bloavezhioù e oa bet dastumet ur bern arc’hant gant ar vandennad, « evel ur mengleuzier » e-giz e vez lavaret e brezhoneg. Ha gant an dermajied e veze diskouezhet e oa arc’hant er gêr daoust dezh bezañ dilabour ez-ofisiel. Setu ar pezh en deus sachet evezh ar varnerien ‘m eus aon.
D’ar c’hentañ a viz gwengolo e oa an duonierion dirak lez-varn Naoned. Ouzhpenn d’ar c’hastizoù toull-bac’h zo bet reklemmet ur pikol tell-gastiz a 6 milion a euroioù gant ar valtouterien ! E-keñver an arc’hant rastellaet n’eo ket kalz a tra.
A-benn daou viz e vo embannet ar varnadenn.
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine