Hegaset on get un dra bennak : n’eo ket mui ar brezhoneg yezh Breizh-Izel. Langach un dornad tud a Vreizh-Uhel peotramant kêrioù bras a Vreizh-Uhel ne lavaran ket. A-wezhioù, ar re vennetañ get hor yezh n’o deus ket biskoazh kaozeet get ur brezhoneger a-vihanik meme. Ur langach dic’houriadet eo daet da vout. Divlaz. Galleg digizet. Oh n’eo ket kamm kement-se yezhadur pe ereadurezh an nevez-brezhonegourion-se, tamm ‘bet. Met santet ‘vez founabl o tiskutal gete n’emañ ket muzik ar yezh en o divskouarn. N’o deus ket hor gizioù, hor fesonioù, hor referañsoù dimp-ni tud a Vreizh-Izel.
N’eo ket pendeogwir eo tud a Vreizh-Uhel anezhe, tamm ‘bet ! Nend eus ket div bobl e Breizh ! Met gwelet ‘vez eo tud ag ar c’hêrioù. Gwezhioù zo int a-orin a Vreizh-Uhel meme, met « mab e dad n’eo ket e dad ».
Ha seurt tud a zo techet da zifenn ar brezhoneg e Breizh-Uhel kentoc’h, e lec’h m’emaint o chom, ha n’eo ket mui e Breizh-Izel.
Setu ar gemenadenn ‘m eus lennet ar mintin-mañ da skouer, kaset get an UDB.
E Sant-Ivi, e Bro-Gerne neuze, eo tud ag ar « gumuniezh desavadurel » o deus miret doc’h an akademiezh hag an Ofis da zigoriñ ur c’hlas divyezhek er gumun. Ma ! Bremañ e vez digoret klasoù brezhoneg e Vitre pe me ouia ha n’haller ket digoriñ unan bennak etre Rosporden ha Kemper !
Yezh Breizh-Izel eo ar brezhoneg hag a-raok klask kas ar brezhoneg betak fin-foñs Bro Fougères klaskomp kentoc’h advrezhonekaat Breizh-Izel a-bezh tudoù ! N’on ket a-enep ar brezhoneg e Breizh-Uhel met petra emaomp é gober ? Ur yezh o deus Breizh-Uheliz : ar galloeg an hini eo. Hag ur gwir yezh eo ! E-kichen Fougères e oa bet ma c’hoar é chom e-pad pell ha galloegourion he familh-gaer. Dibosupl d’o c’hompren ! Tenn a ra d’ar galleg met n’eo ket ar galleg àr un dro ha n’eo ket nag ur rannyezh nag un trefoedach. Ha mem pa vehe brizh-galleg ? Perak e tlehemp ni tud a Vreizh-Uhel o lakaat da zeskiñ hor yezh. Diàr peseurt abeg ? Degas dezhe ar « sklêrijenn » èl ma vehent tud gouez ag ar c’holoni gwezharall ? Alkent ! « Da bep labous e gan, da bep pobl he yezh » Ur bobl Vreizh nemetken a zo mes a-holl viskoazh he deus kanet e div yezh, se zo anat. Lod o dehe c’hoant da zistrujiñ ar galloeg evit ma vehe astennet ar brezhonegva betak penn-pellañ ar vro ? Ma ! Ha peseurt brezhoneg e vo ? Ur brezhoneg divlaz hag unvanet betak re ? Ha distrujet e vo Brezhoneg Bro-Gwened ivez evit brasañ gloar an impalaerded Breizh nevez ? N’eo ket sirius ! Ha surtout, n’eo ket mod-se e vo gouniet tud a Vreizh d’hor mennozhioù. Petra a faotañ dimp gober ? Sevel ur republik jakobin e Breizh àr patrom an hini a stourmomp enepti ?
Pa lennan pennadoù embannet àr Breizh-Info a-wezhioù e viran doc’hiñ da c’hoarzhin. Keleier a « Veuzid-Klison » e su Bro-Naoned, peotramant ag « Il-ha-Gwilun » ha « Lavreer-Botorel« . Met pelec’h emañ tout ar c’hêrioù-se ????? Ijinet zo bet anvioù evit kêrioù pe departamantoù Breizh-Uhel diàr netra. Ha lârit din : piv a lenn seurt keleier e « Lavreer-Botorel » ???? N’eo ket tud kozh se zo sur kar spagnoleg eo ar brezhoneg evite. Ha n’eo ket tud yaouank kar n’eus ket pikol brezhonegerion er c’hêrioù-se merhat. E keit-se, n’end eus netra diàr-benn An Alre, Brest pe Pondi. El ma ne vehe ket mui brezhoneg yezh tud vunut a Vreizh-Uhel, langach Boboed a gêrioù-bras a Vreizh-Uhel ne lâran ket.
Skrivit pennadoù diàr-benn buhez Bro Bourlet da skouer ha me o moullo evit tud ar vro. Met ne soñj ket din e vo lennet gete pennadoù diàr-benn « Lavreer-Botorel » pe me ouia !
Difennourion Breizh, an « Emsavourion » èl vez lavaret, o deus kollet o skiant vat pe betra ? Distroit da Vreizh-Izel tudoù ! E-lec’h paboriñ é kaozeal brezhoneg a-vouez uhel dre straedoù Roazhon pe « Beuzid-Klison » evit c’hoari o hinkined, dait d’ober ar mem tra e Karaez pe Zinzag-Lokrist, marse e vioc’h komprenet aze. Ha difariet !
Plij a ra din monet ha labourat da Langoned bep blez da C’houel Broadel ar Brezhoneg. Amañ ‘m eus ar santimant da labourat evit yezh ar vro. Met e Roazhon, Fougères pe Naoned ‘m behe atav ar santimant d’ober ar pezh o deus graet ar C’hallaoued dimp : dic’houriadiñ an dud. Dic’houriadiñ ar Vretoned !
Ha gwasoc’h c’hoazh : me ‘m eus ar santimant en deus bed ar brezhoneg troet kein da Vreizh-Izel. Kontit tout ar parrezioù a Vreizh-Izel ma nend eus ket tamm skol vrezhoneg ebet ? Kostez Sant-Nikolaz ar Pelem lakomp, Sant-Nigouden ha betek er Menez-Arre. Hag er C’hap ? Hag etre An Oriant ha Karaez ?
Labour zo e Breizh-Izel, dreist-holl e kornadoù zo ! E-lec’h kas hor mistri-skol e Vitre pe « Lavreer-Botorel », klaskomp o virout amañ e Breizh-Izel ma c’hellint lakaat hon c’hrouedurion da zeskiñ yezh o zadoù-kozh dre gompren an anvioù-lec’h ha c’hoari bouloù get tud a di ar re gozh. E-lec’h klask lakaat ar C’halloed-bihan a Fougères (pe « Felger ») da zeskiñ ur yezh ha n’eo ket komzet get o zud-kozh dezhe pe klevet en anvioù-lec’h ! Ur yezh ha n’eo ket ag ar vro-se ! Atav on bet chifet é klevet broadelourion a Vro C’hallo é klask ranniñ brezhoneg fall (brezhoneg gall ?) ganin tra m’o dehe gellet bout mestr àr o yezh dezhe : ar galloeg. Mes ne faotañ ket dezhe deskiñ yezh o zadoù kozh. Biskoazh c’hoazh ! Peseurt broadelour en deus mezh kement-se a yezh e dadoù-kozh ?
‘Fin, ur bouchad tier kozh a zo da reneveziñ du-mañ, daet tudoù ! Amañ e klevoc’h brezhoneg brav ha gober o demeurañs en ur gêriadenn m’eo hec’h anv e brezhoneg evit gwir !
Iwan G.
Précision : les points de vue exposés n’engagent que l’auteur de ce texte et nullement notre rédaction. Média alternatif, Breizh-info.com est avant tout attaché à la liberté d’expression. Ce qui implique tout naturellement que des opinions diverses, voire opposées, puissent y trouver leur place.
Photo :
[cc] Breizh-info.com, 2022 dépêches libres de copie et diffusion sous réserve de mention de la source d’origine
Une réponse à “Bed ar brezhoneg é treiñ kein da Vreizh-Izel [L’Agora]”
Ar re yaouank kar o bro a Vreizh uhel (Roazhon ha Naoned) ne reont foutre-kaer gant ar parlantoù galoeg : evito ez eo ar brezhoneg yezh vroadel Breizh a-bezh. Pik echu.
Ar stourm a renont a zo lakaat ar brezhoneg par d’ar galleg ha n’eo ket a live gant ar yoc’had a barlantoù ‘galoek’ n’o deus ket ur c’halvadenn vroadel met un dalvoudegezh tiegezhel hepken, trivliadel a-benn ar fin, stag ouzh un amzer dremenet na zistroio ket.
Evel-se emañ kont : e Gwitreg hag e Breizh Uhel a-bezh ez eus Bretoned a fell dezho komz brezhoneg ha niverusoc’h-kalz ez int eget ar re a vije troet da gomz ur parlant galoeg barnet d’ar marv, hep kalz a dalvoudegezh e-keñver lennegezh pa ne ve ken.
Anavezout mat a ran stad an traoù e Breizh Izel : ne ra ket mui ar re gozh gant ar yezh, ur pennad zo dija. Echu eo, o yezh dezho eo ar galleg, daoust maz eus c’hoazh hiniennoù anezho o deus klevet ar yezh betek o seizh vloaz. Evelkent ez eus bet graet ur gammed vras p’eo bet tizhet an niver a 20000 bugel er skolioù e Breizh izel dreist-holl, ha panelloù dre holl pe dost a-benn bremañ.
Ne savimp ket a-du, anat eo. Kalz ne vern ! Dalc’hit gant hoc’h hent ha lezomp brogarourien Breizh uhel ober diouzh o c’hoant en ur zibab ar brezhoneg da yezh ha lezel a gostez parlantoù a zo pell-bras diouzh o ezhommoù. Evit adsevel Breizh ne ‘z eus ket ezhomm a veur a yezh.
Ne gomprenan ket a-hent all ho kwallziforc’hegezh e–keñver is-parlant ar poatevineg-izel e diabarzh douaroù bro-Raez. Sevel a ran klemm ouzh brizhemsaverion ar galoeg-jakobin a fell dezho lakaat o farlant da ren er c’hontre-se : gwir Bater eo, e gwirionez ez eus diouto ! Pebezh farsite !