Erge-ar-mor (22) : echu gant baradoz Caroual

Ur baradoz eo Erge-ar-Mor e arvor ar Penterv. An holl o deus rouzet war traezhenn Caroual a oar pegen brav eo ar gweledva tro-dro. Breizh ar c’hartennoù post !

Hogen, abaoe m’o deus kroget labourioù ar rodoù-avel offshore eus bae Sant-Brieg, aet eo ar baradoz da ifern evit tud ar vro. Er mor ne vez ket mui gwelet ar bigi pesketa o tremen pe ar bigi dre lien o loveal trankilik. En o flas e vez gwelet bigi chantieroù ar rodoù-avel. Ha trouz ganto ! Ken n’hall ket kousket ken annezidi zo, dreist-holl pa vez digoret ar prinistri. Ha gant an tommder an hañv-mañ, n’halle ket an dud ober mod-all ! A-nes komz eus flaer an eoul-maen !

Gant ar bigi e vez graet trouz rak labourat a reont noz-deiz met estreget saotradur an trouz hag ar flaer a zeu ganto, saotradur ar gouloù a zo ivez kar implij a reont penngouloù greantel ivez. Hag a-wechoù e tremen ar skinoù a-dreuz prinistri an tiez. E kreiz an noz o deus an dud ar santimant da welet daou pe dri heol o parañ warno ! Moaien e vefe da rouzañ e kreiz an noz, hervez kont.

Hag estreget er mor e vez graet labourioù. War parkva an draezhenn ez eus tud o labourat ivez, ken e krenn an tiez tro-dro deizioù zo. E miz eost, aotreet e oa bet al labourerien da labourat d’ar sul war ar marc’had, hag an devezhioù vak zoken ! E kenkas ma vefe fall an amzer ar goañv-mañ e kemeront lañs. Hag an Arvoriz barradoù digousk…

Ne ouzer ket hag ekologour e vo an tredan produet gant ar rodoù-avel-mañ, da nebeutañ n’eo ket bet ekologour ar chanter evit o staliañ !

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Erge-ar-mor (22) : echu gant baradoz Caroual”

  1. Le Polygraphe dit :

    ATTTENTION le réchauffisme causé par le Co2 de l’homme est détecté sur l’exoplanète du nom de WASP-39 b.

    Donc voilà preuve faite que nous sommes allées sur la lune et même la Twingo lunaire de Jean-Mich a pollué la planète WASP-39 b distante de 700 années lumière de la terre.
    RIRES

    Source : France TV info avec AFP « Espace : le télescope James Webb détecte pour la première fois du CO2 dans l’atmosphère d’une exoplanète »

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Gaming

Bazterka, hurik gabeko herria : Ur c’hoari video en euskareg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, LORIENT, Société

Fort-Bloqué (56) : ur « gwallig-daol » a-enep ur mekanik chanter ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, QUIMPERLE, QUIMPERLé

Sevel daou pe dri Kêrvrezhon e Breizh-Izel…

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg

Tintin : Adembannet e vo « Ar skouarn dorr » e brezhoneg !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Evenements à venir en Bretagne, Histoire, Local, LORIENT

Stade terminal d’aliénation : une conférence sur les… arabismes dans la langue bretonne !

Découvrir l'article

Education, Local, Paimpol, Société

Trévenneuc (Goëlo) : une école catholique hors-contrat ouvre ses portes !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, International

Bro-Euskadi an Norzh : evit ar wech kentañ ez eus muioc’h a vugale e klasoù divyezhek eget e klasoù unyezhek er skolioù-mamm

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Plouzane (Bro Leon) : archerien dirak ar skolajoù

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Environnement, Local, Social, Société

Brest : Bellevue ha Pontanezen tennet diwar ar ZFE

Découvrir l'article

E brezhoneg, International, Vidéo

Hetoù rektor Korsika e korseg

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky