Trouz ha safar e Bro-Skos er mare-mañ : e-barzh e vlog ez bet skrivet gant ar breutaer Ian Smart, un ezel brudet eus al labour (ha lealour !), ur pennad a lavar e vez implijet ar skoteg, yezh jermanek Bro-Skos (ar « Scots »), gant an SNP evel ur skoilh ouzhpenn evit nompas degemer ar repuidi. War a seblant ne zeufe ket ar repuidi e Bro-Skos rak krediñ a reont ne vez ket komzet saozneg er vro met skoteg (anv ebet eus ar gouezeleg, avat). Ha Ian Smart da zejanal gant ar skoteg, « ur rannyezh eus ar saozneg eo » hervezañ. Met « ur rannyezh » a vez implijet gant an SNP evit touelliñ ar repuidi ! Ha perak ‘ta ? Peogwir eo « gouennelour » an SNP evel just.
Savet o deus o mouezh difennerien ar skoteg anat deoc’h ha brezel zo war ar rouedadoù sokial etre adurerien Ian Smart (kentoc’h « multi-kulti ») hag an emsaverien broadelour skosad. Al lodenn vrasañ anezho a oa kentoc’h troet war degemer ar repuidi betek-henn met a-drugarez da Ian Smart emañ an traoù o cheñch…
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine