Estreget e Bro Sant-Nazer e weler seurt traoù a-benn ar fin : e Pleneventer, e bro bPentevr, 25 karavanenn o deus en em staliet war an dachenn vell-droad d’an 12 a viz eost. Hep an disterañ aotre evel just. Kelaouet e oa bet an ti-kêr pa oa degouezhet an dermajied ha p’o deus kroget klask en em staliañ. Mont a reas ar maer e darempred ganto. Lavaret a reas dezho e c’hellent mont war tachenn ar C’henkiz meur, un tamm pelloc’h met nac’hiñ a rejont. Divizet eo bet gant ar gantreerien d’ober annez e kreiz an dachenn vell-droad, ne vern ali tud ar vro, ha bremañ n’eus ket mui moaien o skarzhañ. A-raok Pleneventer e oa ar gantreerien-mañ e Ilfinieg ma oant o skwatañ un dachenn hep aotre dija.
A-benn ar fin e voe sinet ur c’henemglev etre an ti-kêr hag an dermajied. Droad o deus da chom war an dachenn betek an 28 a viz eost ha kuit da c’houde. Gant ma laoskont propr al lec’h ha ma paeiont an dour, an tredan ha dastum al lastez.
Tro 4400 anneziad a zo e Pleneventer, da lavaret eo dindan ar 5000 ma rank ur gumun kaout un dachenn-degemer evit ar gantreerien.
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine