An niver a ganadianed ha n’eo ket nag ar galleg nag ar saozneg o yezh-vamm en e uhelañ

E Kanada emañ dalc’h ar yezh o vezañ luzietoc’h-luzietañ. Betek-henn e veze trouz ha rendael diwar-benn plas ar galleg er vro, dreist-holl er proviñsoù ma’z eus minorelezhioù gallegour. Met gant an niver a dud ha n’int ket na galleger na saozneger n’eo ket memes kont ken. Hervez ur studiadenn embannet ar sizhun-mañ, emañ en e uhelañ an niver a dud ha n’eo ket nag ar galleg nag ar saozneg o yezh-vamm.

Ar galleg hag ar saozneg a chom ar yezhoù a vez komzer ar muiañ er ger met bremañ ez eus 13% eus an dud hag a ra gant ur yezh all, da lavaret eo 4,6 milion a dud. Ha, war un dro, ur c’hanadian diwar pevar a zo ganet gant ur yezh all hag ar galleg pe saozneg.

E penn ar yezhoù nevez komzet emañ yezhoù an is-kevandir indian : hindi ha pendjabi ha yezhoù all eus gevred Azia.

E kêr dToronto, da skouer, ar mandarineg eo a zo deuet da vezañ ar yezh-vamm komzet ar muiañ goude ar saozneg. ar pezh ar dalv n’eo ket mui ar galleg.

Implij ar galleg a gendalc’h da vont war-ziskar. Ha n’eo ket nevez rak e 1971 en deus kroget an diskar-mañ. Hiziv, n’eus ken 21% eus ar ganadianed o deus ar galleg da yezh-vamm.

E-touez ar yezhoù indian, an Inuktitut hag ar C’hri a zo ar re a vez komzet ar muiañ.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Immigration, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : Ar maer David Samzun a adlavar e souten SOS Méditerranée

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Manifestadeg an dreuzjenerien : yes border !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky