Emañ tud Orania o sevel ul lodennaoueg-kêr nevez anvet « Olienhout ». 63 ti a vo savet ha marc’had-mat int holl. Gallout a raio an annezidi nevez o feurmiñ rak muioc’h-mui a dud a glask ober annez e Orania siwazh n’eus ket tiez a-walc’h evit degemer an holl re war ar renk.
Arc’hantaet eo ar raktres-mañ gant an Helpsaamfonds, ur font skoazell evit ar menajou paour eus Orania.
Un danvez volkstaat evit an Afrikaners eus Afrika-ar-Su eo Orania. Afrikaans eo ar yezh ofisiel nemeti e Orania hag an holl annezidi a zo kristenien anezho.
Crédit photo : Orania Beweging
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine