Bevet an Ukren ukreniegour ! [L’Agora]

Breizh-Info n’eo ket ur media gaochist : Gallout a reer lavarout ar pezh hon eus c’hoant. Diwar-benn an Ukren ez eus bet meur a bennad embannet war BI. Lod a oa a-du gant Poutine, lod-all a oa kentoc’h a-du gant stourm an Ukren dizalc’h, reoù all a oa neptu.

Amañ em befe c’hoant da sevel a-du gant an Ukren ukreniegour.

Da gentañ-holl ne gomprenan ket ar re a gred e vo Vladimir Poutine ur salver evit pobloù ar C’hôrnog. Ganto ez eus ur seurt « spered femelenn » evel hini a zo bet e Bro-C’hall e-pad ar brezel diwezhañ ‘m eus aon. Klask ur mestr en diavaez hag ober anezhañ un « objed a fantasmoù ». Vladimir Poutine a zo ur broadelour rusian, marteze eo ur prezidant a-zoare evit e genvroidi, n’ouzon ket, met un dra a zo sur eo ne fell ket dezhañ saveteiñ « ar re wenn », « Europa », ar « bed gwenn » ha me oar me evel a lenner un tamm e pep lec’h war ar mediaoù eus an tu-dehou. Sotonioù tout-se ! Ma teufe a-benn da saveteiñ an ekonomiezh rus e vefe mat dija, ya fasil !

Hag ar re o deus c’hoant beviñ dindan ren Poutine a c’hell mont d’ober annez e Rusia ! O lenn skridoù entanet reoù zo, o reiñ meuleudiñ da baotr ar C’hremlin, ez eus peadra da soñjal e-barzh ar re a vounte pour glas gant ar C’homunism hep bezañ bet biskoazh en un vro komunist. « Teorikel » eo ar garantez da Boutine me gred. Teorikel-tre. A-raok e oa Bachar, bremañ eo Poutine !

Ha padal, evit a sell ouzh an Ukren e komprenan a-walc’h perak en deus Poutine kaset e lu da aloubiñ ar vro, ken pounner e oa deuet itrikoù an SUA hag an OTAN a-enep Rusia.

Met, war un dro, e komprenan perak e klask an Ukren bezañ gwarezet gant an OTAN. Evit Ukreniz n’eo ket na Mickey Mousse nag ar Wokism an enebour pennañ, an arz rus ne lavaran ket. Ha rezon o doa da zifiziout er c’hamarad Vladimir. Abaoe ar 24 a viz c’hwevrer an holl dud o deus komprenet mat tout-se ‘m eus aon.

Met ar pezh ne gomprenan ket, me, eo perak e kendalc’h broadelourien Vreizh da souten ar re a gomz rusianeg en Ukren. Petra ? Ha souten a rit ar re a zo bet dizukreniekaet ha rusianekaet tamm-ha-tamm ? Hag e Breizh ? Souten a rit ar re o deus dilaosket ar brezhoneg (pe ar gallaoueg) evit ober gant yezh ar bignerezh sokial, ar galleg, ivez ? Ha souten a rit ar barizianed c’hallegour pe an henbroidi ken gallegour all a zo oc’h ober annez e Breizh hep klask deskiñ unan eus hon div yezh ? Hep klask dont da vezañ breizhad !

Klevet ‘m eus e oa ur strollad o souten republikoù disrannour an Donbass e pep kêr eus Euskadi-ar-su. Ha kaset war-raok gant an abertzale ar strolladoù-se ! Petra ? Ha petra a soñjont eus an takadoù spagnolekaet eus Euskadi m’o deus kement a boan adc’hounit tachenn evit an euskareg enne ? Ha petra a soñjont eus an enbroidi spagnol deuet da labourat er chantieroù bigi eus Bilbo hag o deus degaset ganto ur yezh all : ar spagnoleg ?

Enbroidi eus ar bed a-bezh a erru en hor bro, ganto pep a yezh ekzotek. Hag ur « fait accompli » e vo a-benn dek pe ugent vloaz ? Ken ne vo ket moaien goulenn ganto deskiñ ar brezhoneg, ar gallaoueg pe… ar galleg zoken ? Blaz ar C’hosovo a zo gant afer an Donbass, tudoù ! Hag un deiz bennak e vo ar memes blaz er c’harterioù aloubet eus Roazhon, Brest, Kemper pe Naoned. Hag un deiz bennak e vo ar memes blaz ivez e Bro-Naoned a-bezh ma’z eus muioc’h-mui a Vañdeiz oc’h en em staliañ. Hag un deiz bennak e vo ar memes blaz en Argoad m’emañ Gallaoued pinvidik o prenañ an holl diez.

Ukrenieg eo yezh vroadel an Ukren ha setu tout. Minorelezhioù yezhel a zo er vro ha ret eo difenn ar minorelezhioù-se hag o yezhoù, se zo normal. Met evit netra er bed e zifennfen Ukreniz a gomz ruseg. Gant ar vezh ! Ma fell dezho komz ruseg, bez eus eus ur vro ec’hon, divent, ma c’hellont ober annez ha beviñ en o yezh, Bro-Rusia an hini eo. Met en Ukren e vez komzet ukrenieg ha mat pell zo.

E Breizh eo ar memes tra. Div yezh a zo abaoe ganidigezh hor bro : ur yezh keltiek, ar brezhoneg, hag ur yezh latin, seurt emdroadur lec’hiel eus latin ar bobl komzet gant romaniz. N’eo ket ar yezh-se ar galleg pe un trefoedach, met ar gallaoueg. Ha yezh roman Breizh-Uheliz eo evel m’eo ar brezhoneg yezh keltiek Breizh-Izeliz ha Breizh-Uheliz a fell dezho he deskiñ. Met n’eus tamm plas ebet evit ar galleg etre an div yezh-se. 88 stad az a d’ober ar Francofoni. Ar re o deus c’hoant da vevañ e galleg a c’hell mont da zivroañ en unan eus ar broioù-se. Un diouer a c’hallegerien a zo e Kebek da skouer, kit tudoù ! « Et bon voyage » deoc’h !

E Breizh ez eus div yezh hag int komzet e Breizh nemetken (pe war marzoù Breizh evit ar gallaoueg) neuze n’eus tamm plas ebet evit ar galleg pe an arabeg. En Ukren eo ar memes tra : difenn a ra Ukreniz o yezh, en un doare reut a-wechoù, met souten a ran o stourm. Peogwir ma n’eo ket int a zifenn o yezh, gant piv e vo graet ? Gant Poutine, « salver ar bed gwenn » ?

Marteze eo brein gouarnamant Zelenski, marteze eo ar prezidant ukrenian ur vargodenn amerikan, ne ran ket foutr ! Ukreniz a zo o tifenn o bro, o yezh hag o sevenadur. Evel ar pezh a zo c’hoarvezet e-pad ar renad sovietek, ma vez trec’h al lu rusian e oar mat an ukrenegerien a ouenn vat ar pezh a c’hoarvezho dezho : ruseg e pep lec’h ha rusianet da vat ar vro. Er blotoù e vo kaset an ukrenieg, kontet da drefoedach rusek-bihan gant an arz rus. Un impalaeriezh eo Bro-Rusia ha tro-spered un impalaeriezh a zo hag a vo atav gant he fennoù bras, mod-se emañ an traoù.

Hag etre un empalaeriezh hag ur vroig a fell dezhi komz he yezh, ne choman ket etre daou : bevet an Ukren ukreniegour !

Tangi Tremagoar

Précision : les points de vue exposés n’engagent que l’auteur de ce texte et nullement notre rédaction. Média alternatif, Breizh-info.com est avant tout attaché à la liberté d’expression. Ce qui implique tout naturellement que des opinions diverses, voire opposées, puissent y trouver leur place.

Photo :
[cc] Breizh-info.com, 2022 dépêches libres de copie et diffusion sous réserve de mention de la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

2 réponses à “Bevet an Ukren ukreniegour ! [L’Agora]”

  1. Yann MIKAEL dit :

    Komz a rit evel ma vefe ukraineg ha rusianeg div yezh disheñvel krenn, evel brezhoneg ha galleg, hogen yezhoù slavek ez int o div, ha ma ‘z eus ur geñveriadenn da ober, evidomp Breizhiz, ez eo da ober etre galleg ha gallaoueg, rak e tremener aes a-walc’h eus ur yezh d’an hini all, hag e tle bezañ heñvel evit ukraineg ha rusianeg ; n’eo ket dre ma vez distaget « Kyiv », « Lviv », « Kharkiv » en ukraineg e-lec’h « Kiev », « Lvov », « Kharkov » e rusianeg, ma vez ur skoilh didrec’hadus evit en em gompren, diaesoc’h e vo, da skouer, evit ur galleger kompren ar ger mitawek (gallaoueg komzet etre Liger ha Gwilun) « Neñwt » evit « Nantes » hag a vir distagadur ar brezhoneg gwenrannek. A-hent-all, an anv « Ukraina », n’eo ket savet diwar anv ur bobl. En abeg d’ar brezel-se ez eo bet displeget deomp gant ar meziennoù (kelaouennoù, skingomz, skinwel) e oa ur ger slavek o talvezout « harzoù », « marzoù », bevennoù ». N’eus ket ur ger brezhonek evit envel an dud o vevañ el lec’hioù-se, met tu ‘zo da c’hoveliañ unan, da skouer diwar « marz »: « marziad », liester « marziz », « marziadoù » ? D’an nebeutañ ez eus ur ger e galleg, galleg ar West, evel ma vez skrivet er geriadurioù Larousse pe Robert, ha « marcheton » eo. An Ukrainiz a zo des « Marchetons ». (cf Les Marches communes du Poitou et de Bretagne, Yves Chéneau, Imprimerie Farré et Freulon, Cholet).

    • Erwan-Vari Ar Serr dit :

      A-du awalc’h on gant ar pezh a lavarit o keñveriañ an darempredoù galleg / gallaoueg gant ar re a zo etre ar rusianeg hag an ukraïneg.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, LORIENT, Société

Plañvour/Gwidel : petra c’hoarvez get ar Jipsianed ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Sociétal, Société

TER BreizhGo : ar c’hemenadennoù e brezhoneg hag e gallaoueg hiviziken !

Découvrir l'article

Agriculture, E brezhoneg, FOUGERES, Local

Il-ha-Gwilun : an FDSEA a nac’ho ar c’hontrolloù hiviziken

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, LANNION, Local, Patrimoine

Landreger (Bro Dreger) : ur skol Diwan a-benn an distro-skol !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Sociétal, Société

Ar bleiz en e slip : ul levr nevez evit ar vugale e brezhoneg met…

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, LANNION, Local

Perroz (Bro Dreger) : a-benn ar fin e vo savet ur greizenn Pierre & Vacances er C’henkiz !

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Immigration, Local

Ar Releg-Kerhuon (29) : Dindan OQTF, dindan boeson met o tagañ an dud gant kontilli !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, RENNES

Petra ? Petra ? An dilennidi eus ar C’huzul departamant 35 o deus manifestet ? [L’Agora]

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine

Un delwennig en enor da Vartial Ménard o vezañ kizellet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

Ar Menez (44) : 61 Rrom e-kichen an dachenn vell-droad, petra ober gante ?

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky