….ez eus atav 5000 paotr-an-tan a youl vat ha 140 a vicher o straniñ er gêr, dibomperet abalamour d’ar C’hovid. N’o deus ket bet c’hoant bezañ vaksinet : war ar bigorn emaint abaoe daoust ma zo ezhomm bras anezho war an dachenn !
Ouzh mikro Europe 1, digwener, is-prezidant paotred an tan eus Bro-C’hall Norbert Berginiat, a lavaras sklaer e soñj : n’eo ket ur mennozh mat da c’hervel anezho en-dro ! Hervezañ, gant seurt tud ez eus dañjer e vefe ar C’hovid oc’h ober freuz ha reuz en-dro e-touez ar bomperien abalamour d’ar re nann-vaksinet !
Ha padal ez eus politikerien a c’houlenn e vefent galvet en-dro, en o zouez ar c’hannad RN eus ar Var Frédéric Boccaletti : « dirak ar flamm, ne warez ket ar vaksin ! » a lavaras-eñ.
Hervez Europe 1 e vefe Gérald Darmanin etre daou war ar sujed-mañ.
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine