An dibenn-sizhun-mañ e oa ar « Médiévales de Brocéliande » e kastell Comper (Konkored -56). Ur marc’had a broduioù artizanel gant konterien, sonerien, arzourien o kantren en domani eo an dibenn-sizhunvezh-mañ war marzoù Brekilien. Ha niverus ar stalioù gant artizaned a bep seurt, lod o werzhañ produioù diwar al lêr, lod all diwar al louzoù, ar mein, ar metal. N’on ket sur e veze gwerzhet seurt traoù da vare ar grennamzer met ur vrav a zigarez eo evit ar re tik gant an amzer gozh da splujañ e-barzh ur bed marvailhus, « tolkienus », liv « Danvez Breizh, romant ar roue Arzhur » gantañ.
Ur bamm eo evit ar vugale ivez rak forzh tud a zo gwisket mod marc’heien pe prinsezed; an holl varc’hadourien en o zouez. Met estreget ar vugale a zo bammet me ‘gred. Rak o zud a zo laouen da heuliañ ur vaouez hag a gont istor ar roue arzhur war ribl al lenn gwisket evel Guenièvre pe Vivianne. Ret eo lavarout ar wirionez, ni bretoned a zo holl bammet o klevet hag o klevet adarre mojennoù an Daol Grenn !
Skrivit mat war ho teiziataer, tudoù : Bep eost e Comper e tistro koadoù Brekilien e ur grennamzer faltazius. Pell eus hor bed trist ha divlaz. Hag evit hor brasañ plijadur !
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine