Er Poulgwenn, evel e Bro Gwenrann a-bezh, n’eo ket ur ral gwelet anvioù tiez e brezhoneg. Betek fin an XIXvet kantved e veze komzet hor yezh e kêriadennoù zo eus ar gumun ha chomet eo don an dra-se e penn tud ar vro. Hogen betek-henn ne oa ket na renablet na studiet anvioù tiez ar vro-mañ. Setu graet al labour gant Chantal Goumas, ur vaouez eus ar vro, hag he deus embannet tri c’haier diwar-benn an anvioù tiez hag unan all war anvioù ar straedoù. Ur gaer a labour evit ar re zedennet gant istor ha sevenadur Bro Gwenrann !
Crédit photo :
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine