Sant-Brieg : ur vaouez kondaonet evit bezañ kontellet he mestrez !

Ha kontet e vefe bet da « venlazh » ma vefe bet lazhet ar vaouez ? E Sant-Brieg, ur plac’h a 32 vloaz a zo bet kondaonet dimerc’her dremenet evit bezañ kontellet e mestrez.

D’ar c’hentañ a viz even 2021, poliserien eus komiserdi Sant-Brieg a zo galvet en ur ranndi. Pa erruont, ur vaouez a zo gloazet war al leur, toullet e bruched : kontellet eo bet ha gwad a zo e pep lec’h. Er ranndi ez eus ur vaouez all. An div blac’h a zo par(ez) ha parez, met ne anzav ket diouzhtu ar vestrez eo hi he deus kontellet he mignonezh. E penn kentañ e kont koñchoù born d’ar boliserien, memes. Gouez dezhi he defe he dousig risklet war al leur ha kouezhet war ar gontell ! Biskoazh kement all !

E penn kentañ e felle d’ar barner kas anezhi dirak al lez-varn evit bezañ klasket lazhañ he mestrez met ar vestrez a reas he seizh gwellañ evit ma vefe tamallet he bourevez da « feulster grevusaet » nemetken ! Karantez pistrius, karantez toull, petra ‘ri…

Ha padal ne oa ket ar wech kentañ e skoe ouzh he dousig, ken ez eus bet komz eus ur vaouez troet warni hec’h-unan e-pad ar prosez, ur gwir vac’homerez hervez ar barner ! Petra ? Estreget ar wazed a c’hell bezañ tirantoù familh ? N’eo ket gwir !

Met ne vern, sot-pitilh eo ar vaouez c’hloazet gant he euzhvil. « Pa vo dibrizonet e c’hellimp bevañ asambles adarre, sklaeroc’h e vo an amzer » emezi.

N’eo ket diouzhtu e c’hello an div durzunell grougousat asambles etre div flac’had avat : kondaonet eo bet ar « butch » da 5 bloavezh toull-bac’h ha n’hallo ket mont e darempred gant he dousig a-c’houde pell.

Ar justis patriarkel adarre !

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, Immigration, Local, QUIMPER, Société

Kemper : ur Venezuelian kondaonet evit feulster etre priedoù

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, ST-BRIEUC

Sant-Brieg : un Aljerian kondaonet evit un dagadenn revel

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, ST-BRIEUC

Sant-Brieg (22) : ur Vec’hikanez, un Tunizian hag ur walladenn (sañset)

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Immigration, Local, Société, ST-BRIEUC

Sant-Brieg : ur pakistanad lazhet, un den serret

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-BRIEUC

Sant-Brieg : ar penn-dramm a sko gant ur vaouez evit laerañ he arc’hant diganti

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-BRIEUC

Sant-Brieg : ur plac’h taget en tren, ur Marokan kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-BRIEUC

Sant-Brieg : ur skolaerez skoet ha skandalet gant ur vamm

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, ST-BRIEUC

Ar mafia jeorjian a zo tremenet e Langaeg (22)…

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-BRIEUC

Sant-Brieg : div lesbianez a vo barnet evit bezañ dilaosket o bugale

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Local

Brest : un den a sko gant e c’hoar

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky