C’hoazh hag adarre, disul dremenet 50 karavanenn o deus klasket en em staliañ er stad Jean Vincent e Sant-Brewen, e Bro-Raez. D’ar 26 a viz even o doa en em staliet ur gumuniezh kantreourien dija a-raok bezañ skarzhet gant an archerien. Disul e klaskas an dermajied digeriñ hent ar stad met galvet e voe an ti-kêr hag ar jañdarmed hag a errujont diouzhtu. Ha marc’hatañ etrezo hag an dermajied. A-benn ar fin e voe kavet un diskoulm : kaset int bet d’ur park eus ar Grognais, ur gêriadenn eus Sant-Brewen.
E bro Sant-Nazer en em dolp bep hañv miliadoù a familhoù termajied, pep a garavanenn ganto, Hogen, ne fell ket da familhoù zo pe meuriad zo daremprediñ reoù all, alese e rank ar pennadurioù kavet tachennoù evit tout an dud.
Hervez is-prefed Sant-Nazer e vo ret komz eus kudenn leur-degemer an gantreourien kerkent hag an distro-skol.
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine