Evel bep bloaz e redo Araniz evit o yezh : an araneg, da lavaret eo an okitaneg gaskon komzet er Val d’Aran, un tiriad okitanek eus Bro-Katalogn. « Corsa Aran per sa lenga » eo anv ar redadeg-mañ ha d’an 31 a viz gouere e vo aozet gant ar gevredigezh « Lengua Viua » ar bloaz-mañ c’hoazh.
D’an 31/07 e vo redet evit plas an okitaneg er skol, gant al lugan « Cap pas endarrèr, aranés lengua veïculara » (arabat mont war-gil, araneg kedyezh). Klask a ra ar justis spagnol terriñ ar soubidigezh er skolioù katalan (ha pa vefent e katalaneg pe en okitaneg) dre o rediañ da reiñ 25% eus ar c’hentelioù e kastilhaneg.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine