Tan-gwallioù a zo un tamm partout e Breizh met n’eus den ebet o chetiñ mein gant ar bomperion ! Er c’hontrol ! Tud ar vro a ro dezho bannoù dour pe reiñ a reont bod dezho evit diskuizhañ. E parrezioù zo e yeus paizanted o sikour ganto memes.
Un tamm drol, ‘gav ket deoc’h ? Pa vez galvet paotred an tan er bannlevioù e rankont gervel ar polis da vont ganto kuit da vezañ taget. Ha pa reont ar memes tra er lec’hioù vakañsiñ pe war ar maez n’eo ket memes kont ganto. Graet e vez un degemer kaer ha karradek d’ar bomperion. Tra ma vez graet kentoc’h un degemer birvidik er « c’harterioù ».
Petra soñjal deus-se ? Ha depand a ra deus ar seurt poblañsoù ma yeont da saveteiñ ? Poblañsoù zo ‘zo degemerusoc’h ha sevenoc’h evit poblañsoù all ? Ha droad zo da silañ seurt tra c’hoazh ? Diwall Pêr, hag e c’hellfes bezañ lakaet da rasist !
Mar plij ganeoc’h, tudoù kaer ! Chetit mein gant ar bomperion a ya da lazho an tan du-se ! A-hend-all e vo lavaret gant ar werin e yeus diferañsoù etre ar re « de souche » hag ar re n’int ket. Etre Bretoned pe Gaskoned a ouenn vat hag hailhoned eus ar bannlevioù. Ha se n’hall ket bezañ. Ur pec’hed e vefe evit ar wokisted !
Pêr Kerne
Précision : les points de vue exposés n’engagent que l’auteur de ce texte et nullement notre rédaction. Média alternatif, Breizh-info.com est avant tout attaché à la liberté d’expression. Ce qui implique tout naturellement que des opinions diverses, voire opposées, puissent y trouver leur place.
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine