Diskouezadeg « Keltiek ? » : perak emañ ar gleizourien o taeriñ ruz ?

Ne gomprenan ket perak emañ ar gleizourien Vreizh o taeriñ ruz ouzh an diskouezadeg « Keltiek ? » eus ar Champs Libres e Roazhon. Kement ha kemer ur skouer, Alan Kloareg eus Douar & Frankiz a c’hourc’hemenn war e bajenn Facebook an enklaskour Ronan Le Coadig evit e hir a bennad war Mediapart :

Hag hol lennerien a oar en deus Alan Stivell tennet e baeroniezh p’en doa dizoloet peseurt blaz a oa gant an diskouezadeg-se.

Ha peseurt bloaz a zo gant an diskouezadeg-se a-benn ar fin ? Blaz an « disevel », blaz ar « geñverelouriezh » tra ken. Blaz an « enmezh », ar « mezh ganin ma-unan ». Blaz an « holl identelezhioù a zo bitrakoù savet diwar netra anezho ». Ha gant piv eo bet ijinet tout ar meizadoù brein-se ? Ar gleizouriaj a-vremañ degaset eus ar skolioù-meur amerikan an hini eo evel just.

Ha ma vefe un diskouezadeg er Champs Libres o lavar e vefemp holl ni bretoned a-orin eus Afrikaniz degaset er vro an diaoul ‘oar penaos, petra e vefe lavaret gant hor gleizourien ? Ha savet o defe o mouezh ivez ? N’o deus ket c’hoant bezan hironed pe kreolizet ken ? Ha fellout a ra dezho bezañ keltied a-ouenn vat a-benn ar fin ? Setu mennozhioù iskis, neketa ?… mennozhioù hag a zo « blaz ar faskouriezh » ganto zoken ! Alato !

A’ta tudoù ! N’omp ket kelted, ni zo holl hironed setu ar pezh a brezeg hag a adprezeg aviel ar gleizouriaj ! Lavar ar c’hontrol a zo « faskour » ! Ha n’ho peus kontet aon da vezañ kontet « faskourien » gant ur strolladig gall bennak ?

Gant an diskouezadeg « Keltiek ? » setu hor c’hleizourien vreizh paket en o griped ideologek dezho ‘m eus aon.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Education, Local, Paimpol, Société

Trévenneuc (Goëlo) : une école catholique hors-contrat ouvre ses portes !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, International

Bro-Euskadi an Norzh : evit ar wech kentañ ez eus muioc’h a vugale e klasoù divyezhek eget e klasoù unyezhek er skolioù-mamm

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Plouzane (Bro Leon) : archerien dirak ar skolajoù

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Environnement, Local, Social, Société

Brest : Bellevue ha Pontanezen tennet diwar ar ZFE

Découvrir l'article

E brezhoneg, International, Vidéo

Hetoù rektor Korsika e korseg

Découvrir l'article

Ancenis, E brezhoneg, Local

Bro Ankiniz (44) : ur penn-dramm kondaonet evit bezañ lakaet tan e meur a lec’h

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Piv a dag ar studierien e Brest ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, LANNION, Local

Digoret e vo skol Diwan Landreger !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-BRIEUC

Plerin (22) : tapet gant an archerien gant dramm, setu int lesket da vont…

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, Patrimoine, PONTIVY

Sinet eo bet ar garta « Ya d’ar Brezhoneg » get kumun Lokmac’hloù

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky