Evit ar wech gentañ ar bloaz-mañ eo bet kontet ar gannaded « rannvroelour » er votadegoù kannad. N’int ket mui « a bop seurt ». En holl e vo 10 anezho: an 3 c’hannad broadelour kors, Paul Molac e Breizh, an 3 dizalc’hour eus Polinezia, ur c’hannad dizalc’hour eus ar Guyan (Castor) ha daou all eus ar Martinik (Nadeau & Nilor).
10 kannad n’eo ket a-walc’h evit pouezhiñ war an 567 all met un doare da ginnig ur sell nevez war ar « rannvroioù » hag ar yezhoù minorelaet e vo. Ha war sujidi zo e c’hello ar vroadelourien kavout mignoned a dra sur, al lezenn Molac da skouer a zo bet votet gant jirondined kavet en holl strolladoù politikel.
E Bro-C’hall n’eo ket evel e Bro-Spagn : n’emañ ket ar vroadelourien e kreiz ar jeu evit ober an dizober an tuioù-gounid e Madrid.
Okitania eo an alc’hwez evit gwir lavarout. N’eus ken nemet gant kannaded okitanour e c’hello cheñch an traoù er parlamant gall. 35 departamant az a d’ober « Okitania yezhel » (kalz brasoc’h eget ar rannvroig Okitania) ha niverus ar gannaded en departamantoù-se. E Bouches-du-Rhône, da skouer, ez eus 16 kannad, 12 er Jironde, 9 en Hérault, 9 en Alpoù ar Mor, 10 er Garonne-Uhel, … gwelet a reer splann eo dister an 37 kannad breizhad hag ar 4 kannad korsad pe karibean e-keñver an niver hollek en Okitania.
Siwazh, gwan-tre eo ar strolladoù okitanour. Groupuskuled int ha netra ken. Hag holl anezho a zo eus an tu-kleiz pe dost, ar pezh a dalv n’int ket war-nes toullañ o hent betek ar Palez Bourbon ‘m eus aon.
Da c’hortoz gwelloc’h, da c’hortoz dihun Okitania, e ranko ar gannaded rannvroelour ober o seizh gwellañ evit gounid bruzunoù er parlamant.
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Ar « rannvroelourien » er parlamant !”
An dra se n’eo ket fall evit ar Brezhoneg!