Un dra fall eo an enbroerezh el live m’eo arruet an traoù bremañ. Boued evit ur brezel-diabarzh hag a darzho deiz pe zeiz ‘m eus aon. Atav ez eus bet estrañjourion e Breizh ha betek n’eus ket pell zo ne oa ket ur gudenn evit hor pobl. E Naoned, Roazhon, Brest, An Orient e oa karterioù « tomm » evel just met, dre vras, e oa Breizh er-maez eus ar red-poblañs meur en deus cheñchet poblañs ar 93 ha Marsilha abaoe pell.
Echu gant an amzer alaouret-se. Bremañ emañ aloubet Breizh evel Europa a-bezh. Betek er c’hêrioù etre e weler ar poblañs o cheñch bremañ : Gwengamp, Logunec’h, Loudieg, Redon, Ploervael, Lannuon, Pondi, Felger… Dre forzh sevel kreizennoù evit ar « vinored » o-unan, dre forzh emporzhiañ labourerien e labouradegoù an agroboued setu aloubet, setu islamized, setu afrikanized hor c’hêrioù etre hag hor c’hêrioù bihan.
Pelec’h emañ Job ha Katell gozh ?
Gouzout a rit mat ne vo ket heñvelaet tout an dud-se. Reoù zo ne lavaran ket met ur vinorelezhigig e vo. Re zisheñvel ar sevenadurioù, re a estrañjourion a zo bremañ. N’eo ket mui hiniennoù met kumuniezhoù. Ne vo ket savet bretoned a ouenn vat diwar seurt poblañs a zo o vevañ e Pontanezen e Brest pe e Bellevue e Naoned. Ne vo ket lakaet anezho da zeskiñ yezhoù Breizh kenebeut. N’eo ket gwir hag hen gouzout a rit mat. N’eo ket peogwir ez eus UN afrikan pe daou pe dri hag a oaront brezhoneg en ur skol Diwan bennak e vo brezhonekaet bannlevioù hor c’hêrioù bras. Trawalc’h gant ar gevier ! D’ar re o deus c’hoant bezañ breizhad penn kil ha troad a hetomp degemer mat dezho e Breizh. Met ur vinorelezhigig eo hag e vo. Ar peurrest eo ar gudenn.
Ur bern tud o deus komprenet an dra-se e-barzh an Emsav. Ur bern tud o deus stlapet war an tamm teil o huñvreoù kozh e-barzh an Emsav. Tud degemerus eo ar vretoned met n’eo ket genaoueien memestra.
Met arabat lavar sklaer tout ar pezh em eus skrivet a-us e-barzh an Emsav. Pec’hed mammenn eo ! An hini a lavaro sklaer ar pezh a soñj a vo kontet da « faskour » diouzhtu. Un unpreder a zo e-barzh an Emsav diwar-benn an embroerezh. Arabat diroudennañ, mod-all setu c’hwi lakaet da Adsavour, penn touzet, boued mat da grougañ.
Ha padal ez eus un bern tud o soñjal ar memes tra ha c’hwi e-barzh an Emsav. Tud eus an UDB, Strollad Breizh, tud zo eus Breizhistance zoken a soñj eveldoc’h. Er votadegoù diwezhañ ez eus tud eus UDB pe SB a zo aet war ar renk ha n’int ket bizounoursed war ar sujed-mañ, pell alese. Biskoazh ne vo lavaret o soñj ganto er « strollad » pa vez divizet eus se. Biskoazh ! Rak aon o deus da vezañ lakaet faskour gant an dud « speredet mat ». Speredet strizh kentoc’h !
Ha padal, arabat kaout aon ! Arabat kaout mezh ! N’hoc’h ket faskourien, n’hoc’h ket nazied, n’hoc’h ket nag a-du gant Zemmour nag a-du gant Le Pen, ar jakobinerien eus Paris. N’hoc’h ket treitourien kennebeut. Er c’hontrol, c’hwi eo ar vretoned vat. C’hwi eo ar gwir batrioted ! C’hwi eo a re a gar o bro evit gwir ! Derc’hel uhel ur banniel « Repuidi deuet mat » n’eo ket bezañ un emsavour evit Breizh. N’eo ket bezañ eus an tu-kleiz kennebeut.
Rak gallout a rit bezañ eus an tu-kleiz a soñjal eo trawalc’h gant an enbroerezh. Eya ! A-du gant al labourerien. A-du gant muioc’h a justis sokial. Met muioc’h a justis sokial evit ar vretoned. Evit an dud vunut eus Breizh. Ha n’eo ket evit ar baotred o barv hir hag ar merc’hed mouchet. N’eo ket evit an hailhoned. N’eo ket evit an alouberien !
E-touez tud anavezet, lern kozh eus an Emsav, n’eus ken nemet unan hag en deus kredet lavarout e soñj sklaer war an enbroerezh : Emile Granville an hini eo. Ni kennebeut n’hor befe ket lakaet ur blank e klaoustre warnañ war sujed an enbroerezh ha padal… Ur paotr kalonek eo Emile Granville. Gantañ ez eus bet torret un tabou koulz lavarout.
Met n’eo ket e-unan paotr Redon o soñjal evel-se. Un tabou eus an Emsav eo met n’hoc’h ket o-unan o « fall soñjal » tudoù ! Ha n’hoc’h ket o-unan o lenn Breizh-info bemdez. Pell alese !
A-benn ar fin n’eus ken nemet ur vinorelezhig o waskañ ar peurrest, o tennañ koñchoù born eus he c’helorn pa vez divizet eus ar « sujed tabou ». Ur vinorelezhig a c’haochisted daonet. Tud ha n’int ket evit digeriñ o daoulagad. Boboed eus ar c’hêrioù bras evit un darn anezho. Boboed ha ne vevont ket gant an enbroidi. Boboed ha ne fell ket dezho beviñ gant an enbroidi, zoken. Lakaet o deus ur seurt « disrann » e pleustr etrezo hag al « liesseurted » hag a garont kement. Diouzh ar pezh a oaromp diwar-benn hiniennoù zo : e prevez, lod a soñj eveldomp. Lod a zo gwir c’houennelour anezho zoken, met dibabet o deus da vevañ en ur seurt skizofreniezh war sujed an embroerezh. Skizofreniezh an tu kleiz a-vremañ.
Tudoù, bezit seder, bezit loc’h ennoc’h, c’hwi zo dizall. Droad o peus da lavarout o soñj fas d’an dud. N’eo ket mat an embroerezh. N’eo ket mat evit Breizh. N’eo ket mat evit yezhoù Breizh. N’eo ket mat evit Europa. N’eo ket mat evit Afrika. N’eo ket mat evit ar C’hCAF, n’eo ket mat evit den ebet. Arruet omp re bell ganti !
Digorit ho peg bremañ ! Torrit an unpreder !
YN
Précision : les points de vue exposés n’engagent que l’auteur de ce texte et nullement notre rédaction. Média alternatif, Breizh-info.com est avant tout attaché à la liberté d’expression. Ce qui implique tout naturellement que des opinions diverses, voire opposées, puissent y trouver leur place.
Photo :
[cc] Breizh-info.com, 2022 dépêches libres de copie et diffusion sous réserve de mention de la source d’origine