E Kernevez-Raez (44) gant an ARS ez eus bet rediet un ortofonerez ha n’eo ket bet vaksinet a-enep ar C’hovid 19 da ziskregiñ diouzh he labour.
E miz mae e c’hoarvezhas an dra-mañ. Met, etretant, e reas galv an ortofonerez dirak lez-varn melestradurel Naoned. En aner. Digwener dremenet e savas a-du gant an ARS al lez-varn. Koulskoude he doa an ortofonerez un testenni medisin ma oa skrivet sklaer warnañ ne c’helle ket bezañ vaksinet a-enep ar grip 19 diwar abegoù yec’hed.
A-benn daou vloaz e tleo al lez-varn reiñ e soñj diwar-benn diviz an ARS adarre. Da c’hortoz, n’hall ket an ortofonerez labourat ken.
Crédit photo :
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine