E Komorzhel e Bro Felger eo tost 60% eus an dud hag a zo chomet hep votiñ da dro gentañ ar votadegoù kannad. Uhel-tre ar feur ! Disul, evit sachañ an dud ouzh ar burev votiñ e vo profet ur banne e tavarn ar bourk gant an aotrou maer ! D’ar 17 a viz even eo bet addigoret tavarn nemeti ar gumun ha klask a ra an ti-kêr lazhañ div c’had gant un tenn ha lakaat an dud da votiñ ha mont da darzhañ un’ e ostaleri ar gumun war un dro !
N’eus ken nemet e Breizh e vez gwelet seurt tra.
Crédit photo :
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine