Mil diaoul an ifern ! Ur “gouel al levrioù eus broioù al Liger” a vo e Ankiniz (44) etre ar 24 hag ar 26 a viz even.
War lec’hienn ar gouel n’eus ken nemet anv eus “broioù al liger”, “les ligeriens”, “la création ligérienne” ha me oar c’hoazh. Evel just ez eus bet roet arc’hant gant ar rannvro daonet…
Ha zo gwasoch, e kreizenn Edouard Landrain e vo ul lodenn eus an abadennoù. Diwar anv Edouard Landrain, maer ha kannad Ankiniz hag a voe ur breizhad a ouenn vat ha dalc’hiad da Vreizh adunvanet ma oa unan.
Crédit photo :
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine