A-benn ar fin ne vo ket cheñchet anv an ATM, ar monumant evit an afrikaaneg, e Afrika-ar-Su. Digwener e oa bet lavaret gant ar prezidant Cyril Ramaphosa ne oa ket anv da cheñch an anv-se. E-se, ez a a-enep e vinistrerez Nathi Mthethwa hag he doa lavaret e vefe cheñchet « sur ha n’eo ket marteze » anv an ATM evit reiñ dezhañ un anv « ebarzhusoc’h », diwar ar saoznaj woke mod nevez.
« Un dra vat eo en deus an ANC adkavet e skiant vat daoust d’e gasoni ideolojikel ouzh an afrikaneg » eme Veronica Van Dyk e karg eus ar sport, an arzhoù hag ar sevenadur er strollad Democratic Alliance, strollad politikel « naturel » ar re wenn, an indianed hag an hironed (« Coloured »).
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine