Goude Plezeved (22), setu Sant-Koulman (S44) ! Savet o deus labourerien douar ha difennourien an natur o mouezh er gumun eus Bro-Raez a-enep astenn toull-sabr Sant-Koulman. Fellout a ra d’an embregerezh e penn an toull-sabr krignat douaroù tro-dro. Hag int douaroù mat d’al labour-douar, ‘pezh a zo nac’het groñs gant ar C’honfederation Paysanne hag izili eus daou gevredigezh ekolo. D’ar gwener 03 a viz even, e oa tolpet an ekologourien dirak ti kumuniezh-kumunioù Sud-Retz Atlantique. Dilennidi a oa o tivizout eus ar raktres e-barzh ha fellout a rae d’ar vanifestourien e vefe klevet o mouezh betek en daol-diviz.
D’an 03 a viz gouere e vo aozet ur vanifestadeg e Sant-Koulman a-enep astenn an toull-sabr hag a-enep Lafarge hag an embregerezh GSM a zo e penn an toull-sabr.
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Sant-Koulman (S44) : tolpadeg a-enep an toull-sabr”
Plijout a ra din kalz ho prezhoneg, aes ha plijus da lenn, pa na vije un dro-lavar c’hallek a gavan a-wechoù ennañ, (ha dalc’hmat an hevelep heni anezhañ) : « Savet o deus labourerien douar ha difennourien an natur o mouezh » Ee .. ne vije ket reisoc’h « … o mouezhioù » ? E-giz-se e lavarer e-touez an dud a anavezan. Nemet an hini hag en doa skrivet evit Ti-kêr Brest « dindan daoulagad an holl » evit « dindan daoulagadoù an holl. »
Digarez ar pismigans mar plij ! Ho kerioùigoù a blij din kalz ! Setu perak ar rebechig !