Gwened : ur bajenn Facebook evit kas ho kwellañ fotoioù poubelennoù

Setu, dre forzh bezañ aloubet gant ar barizianed, kêr Gwened zo deuet da vezañ re-bar d’un arondisamant eus Pariz ! Poubelennoù e pep lec’h, straedoù flaerius, razhed du o kantreal, … diskroget o deus paotred an teil eus ar GMVA (an tolpad kêrioù) diouzh al labour. Muioc’h a arc’hant a reklemont ha gwir eo n’eo ket paeet mat ar vicher a zideiler : a-boan 1 800€ rik goude 20 vloaz a-dreñv ar c’harr-samm ! Forzh penaos emañ kentoc’h a-du tud Gwened gant ar c’hrevisted. Arruet e oa poent d’an tolpad kêrioù uhelaat o goproù.

Met ne fell ket da zDavid Robo, anezhañ maer Gwened ha prezidant ar GMVA, plegañ. Ha brezel etre an ti-kêr hag ar sindikadoù. E-keit-se e weler muioc’h-muiañ a boubelennoù berniet an eil war eben e kreiz-kêr. Hag an amzer o tommañ hag an douristed o tont muioc’h-mui ! Ur skeudenn vrav eus Gwened, neketa ?

War Facebook Gwenediz zo o deus lañset ur bajenn evit kas ar bernioù seier propsac uhelañ. Kement ha oberennoù hag a vefe priziet mat e bed an arzoù a-vremañ emichañs !

Crédit photo : pajenn facebook « tu es de Vannes et son agglo« 

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Immigration, Local, VANNES

Laeroñsioù doc’h steudad er Morbihan : un Tunizian serret !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Sociétal, Société, VANNES

Gwened : ar vaouez oe un trafikourez dramm !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, VANNES

E Gwened en doe lakaet ar c’hrennard tan ‘ba mirdi ar C’hoc’hu : ur bleiad toull-bac’h mui daou vleiad get goursez

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, VANNES

Morbihan : ar pober a werzhe dramm

Découvrir l'article

Ensauvagement, Local, Société, VANNES

Trafikiñ dramm ‘ba Gwened : 10 blead prizon aveit « Paeron Kerkadoù »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, VANNES

Pondi : ar c’halonour kongolad kondaonet aveit bout gwellaet merc’hied a chom ‘ba prizon

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, VANNES

Gwened : edan OQTF e klask ar Jeorjian laeriñ produioù kosmetek

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, VANNES

Gwened : sinet eo bet live 2 ar garta Ya d’ar Brezhoneg get ar maer

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, VANNES

E Sarzhaw (56), an aotrou person a zo evit an LGBT

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, VANNES

Gwened : un den mahagnet skoet get un trafikour dramm ‘ba e savadur a Gerkadoù

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky