Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Setu, echu eo ar Redadeg…

Bon… Kerzhet hon eus evit ar Redadeg ur wech all. Un tamm chalet e oamp gant tem ar bloaz-mañ : « Brezhoneg a bep reizh » evel just met a-benn ar fin n’eo ket bet gwelet merc’hed varvek pe paotred livet o dremm o redek kement se. A-boan m’ez eus bet gwelet ur paotr gant ur sae gantañ e Gwitreg !

Da gentañ-holl e c’heller lavarout ez eus bet kalz a dud ar bloaz-mañ c’hoazh o redek a-hed hentoù Breizh. Tremenet ‘m eus kalz amzer er sammorell hag em eus gwelet tud a bep seurt, tud ha ne veze ket gwelet o fenn a-raok o kemer perzh en aozadur, o redek, o c’hortoz war bord an hent, oc’h ambrogañ bugale ar skolioù. Ur gwir abadenn boblek eo deuet ar Redadeg da vezañ ! E Breizh-Izel kement hag e Breizh-Uhel (ha pa n’am eus ket bet tro da dreuziñ broioù zo eus Breizh-Uhel). Ur bobl o redek !

E Breizh-Uhel hon eus bet tro da welet penn emsaverien ar gallaoueg evit ur wech. Ar bloaz-mañ e oa bet klevet anv eus ar gallaoueg er charreadeg, kalz muioc’h eget ar bloaz paseet. Setu un dra vat e vefe a-unan ar gwir vretoned ! Un tamm siriusoc’h a hañval bezañ tud ar gallaoueg, bremañ. Tro ‘m eus bet da gejañ, da zivizout ouzh tud a zifenn yezh roman Breizh ha n’eo ket ar memes re ha gwechall. Fellout a ra dezho kemer perzh er stourm evit ar vro hag ober eus o yezh ur gwir yezh vroadel. Hag e reont traoù e meur a geñver evit se. Kalz anezho a oar brezhoneg ivez. Hag ur bobl unvan e teuomp da vezañ ?

N’am eus ket gwelet tud pe stourmoù ha n’o doa netra d’ober gant bed ar brezhoneg oc’h heuliañ ar pardon. Gwelet ‘m eus bannieloù Bro-Euskadi e Karaez met se zo normal peogwir eo ur bobl o stourm eveldomp-ni bretoned. Ur banniel « Repuidi degemer mat » hag ur banniel « Treuz-LGBTXYZ a oa e Gwened. Met, dre vras, n’eus ket bet bannieloù LGBT all pe me oar. Anzav a ran n’em eus ket heuliet tout ar Redadeg avat, marteze ez eus bet gwelet seurt istrogelled e lec’hioù zo (e kêrioù zo ?). N’eus ket bet gwelet bannieloù ar strolladoù politikel kennebeut. Un dra vat eo, ar brezhoneg hag ar Redadeg a zo da dout ar vretoned ha n’eo ket d’an tu-kleiz pe d’an tu-dehou nemetken.

Ur wech c’hoazh eo bet peurvat aozadur ar Redadeg. Paotred ha merc’hed ar skipailhoù lec’hel ha broadel o deus graet ul labour a-zoare. Muioc’h eget 2000km dre an hentoù hep ma vefe an disterañ gwallzarvoud. Piv a c’hellfe ober kement-all e Breizh pe e Bro-C’hall hiriv ?

E Gwened eo war ar porzh ma oa tolpet ar rederien hag an dud kar-o-yezh. Nepell eus an dour en ul lec’h plijus ha sioul. Amañ e c’helle an den klevet brezhoneg war ar genoù, an dud oc’h ober gant hor yezh en un doare normal. Un daou gant bennak e oamp. Pelloc’h, e kreiz kêr e oa un mor a dud, Gwenediz ha kalz a douristed o straniñ er savennoù, o kantreal er straedoù. Tamm brezhoneg ebet ganto. Ur spont gwelet pegen disheñvel e oa an daou lec’h. Evel ma vefe ar vretoned a ouenn vat ur seurt mirva indianed en ur c’horn eus Gwened. En ul lodennig eus ar porzh e oamp en ur gêr breizhad. E peurrest ar gêr e oamp e forzh peseurt kêr eus Europa.

Eüruzament ez eus eus ar Redadeg. Met ur vinorelezhig omp deuet da vezañ en ur vro peurc’hallekaet.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Setu, echu eo ar Redadeg…”

  1. Gwilhmod dit :

    Paotred ar gallaouegoù a ra o mad eus ar Redadeg : reizh eo peogwir ez a un darn eus an arc’hant dastumet evito. Perak ‘ta e chom « Ar Redadeg » gant un anv brezhonek neuze ? Ar braz eus an Emsav ne ra foutre-kaer eus « idiots utiles » ar gallaouegoù, ar c’hontrol-bev eo, noazus eo evit yezh Breizh bezañ lakaet keñver-ha-keñver gant parlantoù n’o deus da lennegezh nemet kontadennoù ha kanaouennoù dister paz eo ar galleg o yezh lennek wirion.
    A hent all, an tuadur benelour ha LGBT ar Redadeg a zo nec’hus-tre : diskouez a ra pegen buan ez eo aet war-raok an idealouriezh woke e bedig-bed o « Emsav’…

Soutenez Breizh-info

Publicité

LES DERNIERS ARTICLES

Société

Arte Junior explique l’élection de Trump aux enfants : une pur exercice de propagande

hongrie_revolution

International

La Hongrie défend sa loi de protection des enfants face à la pression de certains dirigeants de l’Union européenne

Sociétal

« Veuillez mourir ». Quand Gemini, l’IA de Google, dérape face à un être humain

Sociétal

Retour à Crépol, un an après la mort de Thomas : la mère de Nicolas tué par balles quelques mois après, se confie [REPORTAGE]

Immigration, Sociétal

Immigration : est-ce que la méthode Retailleau commencerait à porter ses fruits ?

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

BREST, E brezhoneg, Immigration, Local

Ar Releg-Kerhuon (29) : Dindan OQTF, dindan boeson met o tagañ an dud gant kontilli !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, RENNES

Petra ? Petra ? An dilennidi eus ar C’huzul departamant 35 o deus manifestet ? [L’Agora]

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine

Un delwennig en enor da Vartial Ménard o vezañ kizellet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

Ar Menez (44) : 61 Rrom e-kichen an dachenn vell-droad, petra ober gante ?

Découvrir l'article

Local

Hommage à Alan Viaouet, fervent défenseur de la cause bretonne

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société, ST-NAZAIRE

Naoned ha Sant-Nazer : ar boliserien a-enep an trafikañ dramm

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine, Religion, Société

Norzh Bro-C’hall : Div dolzenn aour evit saveteiñ an iliz

Découvrir l'article

Clisson, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Liger-Atlantel : div gumun videogwarezet

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Patrimoine

Limousin : an Oksitaneg war e varv

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, Histoire

Marion du Faouët : brigande bretonne et héroïne populaire

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky