Kelt pe get ? [L’Agora]

Alan Stivell en deus tennet e anv deus poellgor paeroniezh an diskouezadeg « Keltiek ? » er Champs Libres e Roazhon.

Hervezañ n’haller ket sevel ar goulenn ha keltiek eo Breizh pe get, mui traouigoù all evel rol ar vroadelourien e-pad an eil brezel bed. Atav ar memes koñchennoù born tennet eus ar gelorn.

Da gentañ-holl hor befe c’hoant respont dezhañ : dre faot piv Alan ? C’hwi zo bet un abostol eus ar « gêriadenn bedel », eus an « hollvedelezh ». Forzh piv a c’helle bezañ « kelt » gouez deoc’h. Setu, « disavet » eo bet ar « geltiegezh » d’he zro ! An holl a c’hell bezañ kelt, forzh peseurt liv, forzh peseurt orin e vefent, alese n’eus netra a zo kelt evit gwir a-benn ar fin. Mod-se e vez dibunet aviel nevez ar bed « araokour ».

Met estreget se a zo : petra dalv bezañ kelt e 2022 ? Petra zo « kelt » er broioù « kelt » ? Tud gwisket diouzh ar c’hiz ? Tud kemm-digemm ? Penaos e c’heller disheñvalout ur saoz eus un iwerzhonad da skouer ? Ur beg gall eus ur beg breizhad ? Heñvel e vez gwisket an holl. E Bro-Frañs e komzomp holl gant an hevelep pouez-mouezh, gant an hevelep galleg. Peseurt diforc’h a zo etre ur plac’h « kelt » eus Pondi hag ur plac’h « latin » eus Montluçon ? Lavarit din Alan Stivell ? An dro spered ? C’ha c’ha c’ha !

Ar yezh ? Da gentañ holl n’eo ket brezhoneg yezh an holl dud e Breizh, pell alese, an holl ac’hanomp a oar galleg. Ha da heul, n’eo ket brezhoneg yezh orin an holl vreizhiz. Arabat bezañ jakobinoc’h eget ar jakobined ! Gallaoueg eo yezh orin an hanter eus Breizhiz hag ur yezh roman eo. Poent eo d’an Emsav kas e hunvreoù kozh d’ar blotoù ha paouez d’ober fae ouzh yezh ha sevenadur an hanter eus pobl Breizh. Keltied a-orin eo Breizhiz eus Breizh-Uhel koulskoude. Sklaer eo hervez ar pennad embannet war an holl c’hazetennoù diwar-benn orin ar Frañsizion. Keltied romanizet o yezh eo Breizh-Uheliz. Evel Galisianiz pe Asturiz a-benn ar fin. Hervez kont e vefe vikinged keltieget mesket gant kelted manaviz (tud eus enez-vanav).

Ha pa vefe gouvezet brezhoneg gant an holl dud e Breizh ? Petra dalvfe ? Ni zo gwisket, fichet hor blev, kinklet hon tiez evel gwir gallaoued pe, kentoc’h, evel tud eus ar « gêriadenn bedel ». Hag hor c’hêrioù ? Petra zo kelt e Roazhon ? E Brest ? Tiez kozh ? E Roazhon ne chom ken an talbennoù ! A-dreñv an talbennoù kozh « tipik » a zo tro-dro d’ar blasenn Santez Ana da skouer n’eus ken traoù renevezet e-barzh ar savadurioù. N’eus netra orin ken.

Geo ! Roudoù keltiegezh a chom e Breizh ! Ar muzik da gentañ-holl. Yac’h eo muzik mod Breizh ha tud a vez o tañsal er festoù-noz bep dibennioù-sizhun ha se zo « kelt », ha gwir. Arzourien, artizaned evel Paskal Jaouen a glask adlakaat ul liv « kelt » pe « breizhad » war an dilhad ivez. Tud zo o deus divizet bezañ « breizhad » en holl dilhad bemdez. An holl ac’hanomp a anav Jean-Louis Chapovaloff eus Berne e bro Pourled. Setu un den kalonek hag ur gwir breizhad (daoust d’e anv slav) ! Ne ouezan ket ha gouzout a ra brezhoneg pe get met d’an nebeutañ e tiskouezh splann petra eo bezañ kelt, da lavaret eo bezañ disheñvel eus ar « gêriadenn bedel ». Un dornad a dud all a zo eveltañ. N’int ket gwisket mod ar vro penn-kill-ha-troad met pezhioù dilhad mod Breizh a zougont war ar bemdez.

Ken levezonet omp gant ar « gêriadenn bedel » hag ar c’hiz az a ganti n’eus ken un doare da vezañ hon-unan : ober un troc’h da vat gant ar bedeladur ! Bevañ e kumuniezhoù « kelt » (evel hini Kêrvrezhon ma vez komzet brezhoneg nemetken enni), bezañ gwisket mod « kelt », adstagañ gant gizioù kozh (gounid e legumach e-unan, preniñ e voued gant tud ar vro ha n’eo ket er gourmarc’hadoù, sevel loened, aozañ filajoù/beilhadegoù evel gwechall e-lec’h abuziñ e nozvezioù o sellet ouzh Netflix), kaniñ ha seniñ muzik Breizh, dibunañ kontadennoù mod Breizh d’e vugale e-lec’h lenn levrioù troet diwar ar galleg pe ar saozneg, adprenañ pezhioù arrebeuri mod ar vro e-lec’h bevañ en ur sal-diskouezadeg Ikea, adstagañ gant ar relijion kristen ha meur a draoù all e-giz se.

Ha prest oc’h da cheñch ho puhez ken don ? Ha prest hoc’h da vevañ evel ur gwir « gelt » ? Da vezañ ur gwir gelt ?

Yann Kelt

Précision : les points de vue exposés n’engagent que l’auteur de ce texte et nullement notre rédaction. Média alternatif, Breizh-info.com est avant tout attaché à la liberté d’expression. Ce qui implique tout naturellement que des opinions diverses, voire opposées, puissent y trouver leur place.

Photo :
[cc] Breizh-info.com, 2022 dépêches libres de copie et diffusion sous réserve de mention de la source d’origine

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

2 réponses à “Kelt pe get ? [L’Agora]”

  1. Gwilhmod dit :

    Lod a gavo abeg pa lavarit ez eo ret adstagañ gant ar relijion gristen evit bezañ kelt met a-du on ganeoc’h. N’ouzon ket, avat, ha kelt eo kement-se gwiskañ dilhad giz ar vro pe bevañ e-giz e Kêr Vrezhon pe Tiegezh santez Anna. Adkavout Breizh ez eo da vihanañ, ha tra-walc’h eo din. Gwrizioù kelt hon eus, anat eo evit pezh a sell ouzh ar yezh sklaer eo.

  2. Marcel Texier dit :

    Hag eo deut kripon hor barz broadel ?

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, LORIENT, Société

Plañvour/Gwidel : petra c’hoarvez get ar Jipsianed ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Sociétal, Société

TER BreizhGo : ar c’hemenadennoù e brezhoneg hag e gallaoueg hiviziken !

Découvrir l'article

Agriculture, E brezhoneg, FOUGERES, Local

Il-ha-Gwilun : an FDSEA a nac’ho ar c’hontrolloù hiviziken

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, LANNION, Local, Patrimoine

Landreger (Bro Dreger) : ur skol Diwan a-benn an distro-skol !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Sociétal, Société

Ar bleiz en e slip : ul levr nevez evit ar vugale e brezhoneg met…

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, LANNION, Local

Perroz (Bro Dreger) : a-benn ar fin e vo savet ur greizenn Pierre & Vacances er C’henkiz !

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Immigration, Local

Ar Releg-Kerhuon (29) : Dindan OQTF, dindan boeson met o tagañ an dud gant kontilli !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, RENNES

Petra ? Petra ? An dilennidi eus ar C’huzul departamant 35 o deus manifestet ? [L’Agora]

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine

Un delwennig en enor da Vartial Ménard o vezañ kizellet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

Ar Menez (44) : 61 Rrom e-kichen an dachenn vell-droad, petra ober gante ?

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky