Lañset eo bet Galoweb ar chadenn e gallaoueg penn-da-benn !

Partiet an traoù ! Galoweb a zo bet lañset d’ar 24 a viz mae e sez ar Rannvro e Roazhon gant Kaourintine Hulaud, kuzulierez rannvro evit ar gallaoueg, Lionel Buannic, patron LB Krouiñ ha Florent Grouin, anezhañ pennrener Brezhoweb ha Galoweb. C’hoar vihan da Brezhoweb eo Galoweb

Un dornad a rimadelloù kanet a c’heller gwelet dija war ar chadenn internet.

Ur program hirik a zo war ar stern ivez. Gant ur « gallaouegour yaouank » e vo kinniget hervez melestradur ar chadenn.

Hervez ar studiadenn bet graet e 2018, 200 000 den a oarfe gallaoueg e Breizh. Panelloù e gallaoueg e vez gwelet muioc’h-mui er c’humunioù eus Breizh-Uhel ha kentelioù noz a vez aozet amañ hag ahont. Ha dihunet da vat eo yezh roman Breizh ?

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

3 réponses à “Lañset eo bet Galoweb ar chadenn e gallaoueg penn-da-benn !”

  1. Gwilhmod dit :

    « Ha dihunet da vat eo yezh roman Breizh ? » … Tamm ebet ! Ar wirionez eo e vez skoazellet 100 % Galoweb gant ar Rannvro. Ar sifr 200.000 a dud a oufe gallaoueg a zo kozh-mat hag a gonte ur bern tud n’int ket gouest da gaozeal, pell ac’hann. Ouzhpenn-se ez eo marv-mik an darn vrasañ eus ar parlantoù galoeg ha n’eus netra boutin etre hini Pordig ha Porneiz (lakaet e vije tud er parrezioù-se a oufe c’hoazh parlant ar c’hornad).
    War Plum FM eo a-walc’h gouzout galleg evit kompren an abadennoù « gallaoueg ». Ur pezh gwikefre a-enep ar brezhoneg, yezh vroadel nemeti Breizh, eo torfederezh Paotred ar Galloegoù. Kroget eo bet e 1978 p’en doa tapet ar brezhoneg da gaout skoazelloù arc’hant gant Karta Sevenadurel Giscard. Evit reiñ d’ar brezhoneg e oa ret reiñ d’ar galoeg ivez eme din Marc Le Fur. Met e gwirionez n’eus ket a Emsav evit ar galoegoù, n’eus nemet tudigoù a denn splet eus berzh ar brezhoneg evit sunañ arc’hant diouzh ar Rannvro ha krouiñ diwar NETRA ur youl direizh da lakaat parlantoù da advevañ hep diabell-weled ebet. Ni paotred ar brezhoneg ne glaskomp ket lakaat parlantoù da advevañ. Labourat a reomp da lakaat da vevañ ur yezh wirion a Glison da Eusa evit an holl Vrezhoned a Vreizh uhel pe a Vreizh izel : n’eus forzh !

  2. Petod gwir blod dit :

    Kabidant ! Tepod Gwir blod ar jakobreizh gall a spered zo vont da fallaat !!!!!!!

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Sociétal, Société

TER BreizhGo : ar c’hemenadennoù e brezhoneg hag e gallaoueg hiviziken !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Dinan, E brezhoneg, Local

Kaon (22) : Sinet eo bet ar garta « Ya d’ar Gallaoueg »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Lamballe, Local, ST-BRIEUC

Sinet eo bet ar garta « Du Galo dam yan dam vèr » gant kumunioù « Pllaine-Haote » ha « La Bouilliy »

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine

Peseurt strollegezhioù lec’hel o deus kaset kartennoù pe videoioù hetoù e brezhoneg pe gallaoueg ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, VITRÉ

Panelloù gallaoueg e Gwitreg/Vitrë !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg

Brezhoneg ha gallaoueg a vo klevet en trenioù BreizhGo !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg

Galoweb : hag ur video nevez diwar-benn ar meteo e gallaoueg !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, RENNES

Sinet eo bet kartaioù ar brezhoneg hag ar gallaoueg gant kêr Moñforzh

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine, Société

Galoweb : ur reportaj war kelenn ar gallaoueg er skolioù kentañ derez

Découvrir l'article

Dinan, E brezhoneg, Local

Panelloù gallaouek e « Bourseu »

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky