Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Setu al lezioù-barn prevez !

Gant aferioù Taha Bouhafs ha Damien Abad e ouzomp ez eus lezioù-barn prevez e Bro-C’hall hiviziken.

E-barzh La France Insoumise ez eus ul lez-varn prevez m’emañ Clémentine De Hass pe Caroline Rousseau en he fenn war a seblant. N’eo ket bet na barnet na kondaonet ar Bouhafs gant ul lez-varn ofisiel ha publik met kondaonet eo bet dija gant lez-varn LFI ha hini ar rouedadoù sokial. Ha kondaonet da virviken memes rak embannet eo bet gant ar merc’hed o teurel ar bec’h warnañ ne vo ket savet klemm ganto. « kuit da servijet da reoù zo » (« an tu-dehou pellañ », anat deoc’h) emezo. Setu kondaonet un den gant ur justis brevez hep bezañ bet tro da zifenn e grampouezhenn dirak ul lez-varn ofisiel !

Memes tra e « Renaissance ». Kaset ez eus bet ur gemenadenn d’ar strollad politikel gant ur gevredigezh feminist bennak ha setu Damien Abad rediet da reiñ e dilez gant Mari-Strap-latenn. Gwechall e tlee an dud bezañ kondaonet a-raok diskregiñ gant o c’hargoù. Bremañ, ur « gemenadenn disklêriañ » kaset gant forzh piv a zo a-walc’h. Biskoazh kement-all !

Ne fell ket deomp difenn Taha Bouhafs pe Damien Abad amañ ha ne fell ket deomp difenn ar re a dag ar merc’hed. E mod ebet. Met emañ ar justis e Bro-C’hall o treiñ da fall. E-pad pell e voe mare ar « justis-arvest » met ur justis e oa memestra. Hogen, bremañ, abaoe #Meetoo bepred, n’eus ket mui anezhi. Ne fell ket d’ar merc’hed sevel klemm ha kondaonet ar baotred kerkent ha skrivet o anv en ur rouedad sokial bennak. N’eus ket mui anv a « c’houlakadenn digablusted » evit ar re lakaet en arvar met a « c’houlakadenn wirionez » evit ar re a daol ar bec’h. « Ni a ro kredenn deoc’h » zo deuet da vezañ kredo an amzer-vremañ.

Betek pelec’h ez aio tout-se ? Da betra servij votiñ lezennoù ha kaout reizhiad barnerezhel aze ?

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Justice, Local, QUIMPER, Société

Kemper : ar paotr eus Mayotte a flac’hote e verc’h-kaer

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, Pornic

Bro-Pornizh : muioc’h a 150 laeroñsi evit an daou Aljerian !

Découvrir l'article

E brezhoneg, GUINGAMP, Justice, Local, Société

Gwengamp : ur Guyanad yaouank barnet evit meur a walldaol

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, NANTES, Société

Naoned : 20 kg a gannab en e oto, ar spagnol-marokan a zo er-maez !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

Ervoreg (44) : hep asurañs, hep kartenn c’hriz, ar jispian zo kondaonet ur wech ouzhpenn

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-NAZAIRE

Naoned : daou vloavezh toull-bac’h evit an den en doa gourdrouzet lazhañ reizhaourien

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-NAZAIRE

E Sant-Nazer, an TRB Coffee Shop…

Découvrir l'article

Tribune libre

Oui, le journaliste Taha Bouhafs doit pouvoir se présenter aux élections législatives sous l’étiquette France Insoumise ! [L’Agora]

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Justice, LANNION, Local, Société

Lannuon : 800 000€ a bellomzerioù-hezoug laeret ha yao d’an 9-3 !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Politique, Société

Taha Bouhafs kondaonet evit « kunujenn c’houennelour »

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky