D’an 09 a viz mae e oa deiz ar c’huzul-kêr e Karaez. Kinniget eo bet gant Kristian Troadec e vefe roet ur yalc’had a 3000€ da lakaat divyezhek mailhuroù ar skipailhoù sport eus ar gumun (daou glub sport a zo e Karaez : « Les dernières cartouches » hag an « entente monts d’Arrée Carhaix »). Nac’hañ a reas Pierre-Yves Thomas, paotr ar PCF, votiñ evit se. « Penaos an diaoul e c’hellomp treiñ anv ar sponsor da skouer » emezañ. Hag an aotrou maer da respont dezhañ ne oa ket anv d’hen ober. Lakaat e brezhoneg anvioù ar skipailhoù a oa ar pal kentoc’h. Chom a reas ar c’homunour hep votiñ a-benn ar fin.
E rannvro Paris e oa Pierre-Yves Thomas o chom a-raok. Dilennet e oa bet eno memes. War ar renk e oa evit ar votadegoù rannvro a zeu a-raok leuskel e blas d’ar vaouez dibabet gant an NUPES : Mélanie Thomin (PS).
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine