An okitanourien a vo war ar renk evit an dilennadegoù kannad. Ar re eus an tu-kleiz bepred ma kabalint dindan an anv « Endavant ». Dre vras eo izili ar Partit Occitan a vo dindan an anv-se. E 16 pastell-vro e vo paotred ha merc’hed Endavant war ar renk, dreist-holl e rannvroig « Occitanie » ha Gaskogn.
Rannvroelourien eus « Pais Nostre » (Bro Narbon dreist-holl) az aio war ar renk skoaz ouzh skoaz gant ar strollad Résistons! eus Jean Lassale.
Eus o zu, broadelourien ar PNO a chomo er gêr. Kaketet e vez anezho er mare-mañ er metoù okitanour rak dibabet en deus ar strollad dizalc’hour mont e-barzh ar « Fédération des pays unis », ur c’henstrollad broadelourien m’emañ Strollad Breizh (PB) ennañ evit hor bro a-stroll gant… provañsourien « Prouvènço nacioun », da lavaret eo tud hag a zo a-enep unvezh Okitani. Ur pec’hed hervez darn eus an okitanourion hag a lak ar PNO da « dreitourien » hiviziken.
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine