Plijet eo bet tud tomm o c’halon ouzh Breizh adunvanet gant ar tweet bet kaset d’an 11 a viz mae gant eskopti Roazhon. Lod o deus gwelet ennañ ur souten da Vreizh adunvanet zoken.
#emojibzh il est déjà tendance et de retour sur Twitter seulement jusqu'au 19 mai ! il est l'un des rare drapeaux en noir et blanc : saviez-vous que ses 9 bandes horizontales symbolisent les anciens évêchés bretons ?#gwennhadu #bzh @diocese29 @diocese22 @Diocese56 @Diocese44 pic.twitter.com/pNwYJ9e0XF
— Diocèse de Rennes (@DioceseRennes) May 11, 2022
Ha ken plijet all eo bet breizhiz ha n’int ket tik gant koñchennoù born an « ONG iliz katolik » o welet tem ar brezegenn a vo aozet d’an 12 a viz mae e Roazhon gant ar blogour ha skrivager parizian (daoust d’e anv) Erwan Le Morhedec (pedet gant an eskopti neuze). Ha p’eo hemañ a-enep an temoù a sell ouzh an identitelezh er bed katolik en deus savboentoù dedennus kenañ war sujedoù kevredigezhel. Peadra da vagañ ar vreutadeg war rol ha dazout an Iliz da nebeutañ !
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine