Sant-Malou : « an holl dud a vutun » (butun droll) eme an Albaniad kondaonet

Gwasoc’h-gwasañ emañ an traoù evit a sell ouzh an trafikañ dramm e Sant-Malou.  E karter HLMoù straed ar Poitou da skouer ez eus fuzuilhadegoù ingal etre trafikerien dramm. Nevez zo ez eus bet barnet ha kondaonet un albaniad, 20 vloaz anezhañ, hag en doa savet ur stal gwerzhañ kannab en ul log skalierioù eus straed ar Poitou. Kantadoù ha kantadoù a brenerien a dremene bemdez hervez an amezeien hag o deus pellgomzet d’ar polis a-benn ar fin tro miz here ken fuloret e oant gant an trafikañ. Kavet e oa bet ur sac’had kannab gant ur vaouez e-barzh karrig-bount he babig zoken !

A-benn ar fin, d’ar 05 a viz mae, e voe kondaonet an albanad yaouank diskred warnañ bezañ e penn an trafik. Hag eñ difourm ha dispont dirak ar barner ! Gallout a ra bout en e aes : a-benn ar fin e voe kondaonet da 5 mizvezh toull-bac’h GANT GOURSEZ. Ne’z aio ket d’ar prizon neuze.

Pa oa bet goulennet gantañ gant prezidant al lez-varn ma oa dindan dalc’h ar c’hannab, hemañ a respontas « n’on ket. Abaoe 10e mintin n’am eus ket butunet da skouer. Gwelet ‘m eus tud 10 pe 12 vloaz o vutunañ. An holl dud a vutun ! » 

Breizh a-vremañ, petra ‘ri !

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-MALO

Sant-Maloù : ul livastred kondaonet adarre…

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Brest : bazataet ha bac’het evit un dle a zramm

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-MALO

Sant-Maloù : daou boliser gloazet gant ur penn dramm

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Plouzane (Bro Leon) : archerien dirak ar skolajoù

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, SAINT-BREVIN

Sant-Brewenn (Bro-Raez) : un trafikour dramm estrañjour tapet gant an archerien

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

Gwerzhav (44) : 19 vloaz, dealer ha bremañ prizoniad

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Brest : ar filierenn albanad dirak ar barner

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-MALO

Sant-Malo : ar muzulman a gase fotoioù eus e fulup d’ur minor

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, NANTES, Société

Naoned : ur Reunionad kondaonet evit trafikañ dramm

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, QUIMPER, Société

Dramm e Kemper : goude an trafikour martinikad, e vreur dirak al lez-varn…

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky