Stegn an traoù e Felger etre ar maer hag an implijidi kêr. Sturiet gant ar CGT ar re-se a rekleme ur bern traoù (kresk ar goproù, gwellaat an aozioù labour, …). Embannet e oa bet gant ar CGT e vefe aloubet kuzul-kêr ar 05 a viz mae zoken kement ha lakaat gwask war ar maer Louis Feuvrier (DVG) hag ar guzulieren.
Evit distegn an traoù e klaskas Louis Feuvrier kinnig traoù. Kaset ez eus bet ul lizher d’ar CGT gantañ d’an 29 a viz ebrel. E-mesk ar reklemoù an implijidi, ur bourvezadenn gempouezañ reklemet da heul kresk ar sammad eurioù labour dre vloaz. 30€ a veze reklemet gant an sindikadoù, 8€ a oa kinniget gant Louis Feuvrier.
A-benn ar fin ha goude bezañ goulennet ali digant an holl implijidi d’an 3 a viz maez e roas ar CGT hec’h asant da ginnigoù an aotroù maer. Emvodoù a vo etre ar sindikad ha skipailh Louis Feuvrier evit lakaat e pleustr ar c’hinnigoù-se met chom a raio « war evezh » Fabrice Bédet, penn-bras ar CGT er vro. « E kenkas ma trofe fall ar jeu e adkrogimp gant ar stourm » a lavaras paotr ar sindikad.
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Felger : ha kavet zo bet un diskoulm etre ar maer hag an implijidi kêr ?”
Si vous pouviez nous donner la traduction en français, cela serait bien.