War a seblant n’o deus ket komprenet an Torries emañ ar bed o cheñch : n’he deus ket mui c’hoant Bro-Gembre bezañ ur mirva a douristed ma c’hell ar saozon pinvidik prenañ pe feurmiñ tiez evel o deus c’hoant. Da skouer : Un taos chomadenn a zo sañset bezañ lakaet da dalvezout diwar an emglev sinet etre ar gouarnamant emren Labour ha broadelerien a Plaid Cymru. Hogen, n’eo ket unvan ar Senedd (ar breujoù) war an diarbenn-se. D’ar 26 a viz ebrel, en deus lavaret Tom Giffard, kannad mirour ar parlamant, e vefe an taos-se « un mennozh politikel eus an tu-kleiz pellañ kavet àr pajennoù kreiz ar Morning Star » (ur gazetenn pemdeziek komunour).
Hag eñ a gemer skouer war kêr Venise ma’z eus bet lakaet un taos chomadenn da dalvezout kuit da zegemer muioc’h a douristed. Hag a gouarnamant da respont dezhañ e oa taosioù chomadenn e holl vroioù Europa ar C’hornôg pe dost ha ganto e ve degaset forzh arc’hant da dud ar vro. Fin evel ul louarn, Mabon ap Gwynfor eus ar Plaid Cymru a ouzhpennas e oa taosioù chomadenn dija er Rouantelezh-Unanet : er c’huzulioù lec’hiel m’emañ an Tories e penn anezho, evel hini enez Wight !
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine