Digoret e oa bet d’an 12 a viz ebrel, ar preti « Bécassine » e Plounevez-Moedeg e Bro-Dreger a zo bet taget kerkent gant luganioù e brezhoneg « Dispac’h » pe e galleg « Bécassine dehors », « les bécassines t’emmerdent ».
Ur beljiad eo en doa digoret ar preti-se ha krediñ a rae dazbriañ Bécassine dre reiñ hec’h anv d’e restaorant. Fent beljiad ? Hemañ ne anavez ket Breizh war a seblant.
Diwar an anv Dispac’h taget ouzh dor ar c’harrdi e c’heller soñjal eo bet taget ar preti gant ar strollad eus an tu-kleiz pellañ « Dispac’h ». Ganto e oa bet taget bourk Ar Faoued un nebeut bloavezhioù zo dija ha fulor e oa bet er vro goude an taol-se.
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine