Goulennet en deus an RN 44 e vefe nullet eil tro ar votadegoù prezidant e kêr Bouez (Bro-Raez). Hervez ar strollad politikel ez eus bet skignet un trakt kensinet gant an aotrou maer PS Jacques Garreau hag ar c’huzulier departamant, eil-prezidant an departamant Freddy Hervochon. En trakt-se, an daou bolitikour a c’halve an dud da votiñ evit Emmanuel Macron hag a-enep Marine Le Pen e anv ar « Republik » hag an « Demokratelezh ».
Hervez an RN, abalamour d’an trakt, n’eo ket bet reizh ar votadeg e Bouez. Gaou ! a respont an daou « zemokrat ». N’eo ket bet implijet servijoù an ti-kêr evit skignañ an trakt hag hor arc’hant an hini eo a voe implijet evit e voulañ » emezo.
E Bouez, e oa bet Emmanuel Macron en e greñvañ gant 71,51% eus ar mouezhioù en eil tro !
Fotoioù : kont twitter Freddy Hervochon
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine