Ur pevare pont a zo war ar stern e Lannuon. Ar pont « izeloc’h war ar stêr » a vez graet anezhañ. A-drugarez dezhañ e fell d’ar gumuniezh kumunioù « Lannuon Treger kumuniezh » aesaat treuziñ ar stêr Leger evit ar c’hirri-tan. 9000 anezho a zo sañset tremen drezañ bemdez. Evit poent eo 18 000 karr-tan a dreuz bemdez pont Viarmes.
300 metrad hirder a vo anezhañ memestra, hogen hervez an dilennidi ne vo ket gwelet anezhañ kement-se. « Kendeuzet a raio gant ar glas tro-war-dro zoken » gouez dezho.
N’eo ket ali war ar poent-se ur strollad tud a-enep ar raktres, avat. Hervezo ne servijo da netra ar pont nevez ha saotret e vo an endro abalamour dezhañ zokenoc’h. Ur « raktres meur didalvoud » e vefe mod aerborzh Kêritron-al-Lann a lavaront. Goulenn a ra ar strollad e savfe o mouezh annezidi ar gumuniezh kumunioù a-enep ur raktres « koustus ha didalvoud ».
Un emvod foran a vo dalc’het evit divizout eus ar pevare pont d’an 2 a viz mae e ti Santez Ana e Lannuon.
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine