Daou vreur eus Kemper, eus kumuniezh an dermajied anezho, a zo bet kondaonet d’an 19 a viz ebrel gant lez-varn Kemper evit bezañ skoet gant o mamm.
D’ar 16 a viz ebrel, tro teir eur vintin, e voe degemeret e komiserdi Kemper ur vaouez c’hloazet. Sevel a reas klemm a-enep he daou vab rak skoet e oa bet ganto. Ha hi a zibunañ hec’h istor : Aet e oa kuit, un nebeut devezhioù a-raok, eus ti ar familh evit mont da vevañ gant ur paotr all. Fellout a rae dispartiañ diouzh tad he bugale. Ya met he daou labous a felle dezho he lakaat da glevet sabad war gement-se. Ha setu degouezhet an daou vab en ti nevez ha skoet gant ar vamm hag ar mignon nevez. Ha ne’z eas ket dizamant ganto ! 30 devezh ehan labour he deus bet ar vamm. Dizalbadet eo bet al lojeiz war un dro.
A-benn ar fin e voe kondaonet an daou lañfre da 18 miz toullbac’h, 12 anezho gant goursez.
N’eo ket bet klevet mouezh ar c’hevredigezhioù benevelour eus ar vro war an afer-se, avat. Kuit da « stigmatizañ ur gumuniezh » marteze ?
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine