En ur pennad kent, hor boa komzet eus klub-mell droad Felger a oa o klask un anv nevez. Goude ur votadeg diabarzh ez eus bet dibabet un anv : an US Fougères an hini eo. 51 mouezh a zo aet gant an anv-se, tra ma rastellas ar « Stade Fougerais » 33 mouezh. Sporting club Fougères (SCF), Racing club Fougères (RCF), Union sportive Fougères (USF), Stade Fougerais (SF), Fougères city football club (FCFC) a oa war ar renk. Siwazh e-barzh hini ebet e oa merket sklaer identitelezh breizhad ar c’hlub gant ur ger e brezhoneg pe gallaoueg da skouer.
Da geñver an emvod-meur dreist-ordinal dilun dremenet eo bet dibabet an anv-se.
Gant lennerien ar C’hronique Républicaine, ar gazetenn sizhuniek eus Bro-Felger, e oa bet votet evit un anv all, « breizhadoc’h » anezhañ : ar Fougères Bretagne Football Club an hini eo. Met n’eo ket hemañ a zo bet choazet a-benn ar fin.
Diwar deuziñ an daou glub istorel eus Felger : an « Drapeau » hag an « AGL » eo bet savet an « US Fougères ».
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine