Banaleg-ar-Gevred ha Henwinieg (44) : klasoù serret, tud ar vugale fuloret

Fellout a ra da akademiezh Naoned serriñ div glas eus skolioù Banaleg-ar-Gevred ha Henwinieg, e Bro-Gwiniegi Naoned a-benn miz gwengolo 2022. Savet o deus tud ar vugale o mouezh rak, hervezo, eo diboell penn-da-benn seurt diviz.

Embannet e oa bet gant an akademiezh e vo serret ur c’hlas e skol Marcel Pagnol eus Banaleg « e kenkaz e vefe chomet evel-se an niver a vugale enskrivet ». Hogen, gant an devezhioù dorioù digor e oa bet kaieret muioc’h a vugale (185) eget an niver rekis a oa bet lakaet gant an ensellerez (182). Ne vern ! Da vezañ ma vo bugale a-walc’h e miz gwengolo e vo serret ur c’hlas memestra, setu ar pezh a zo bet embannet krak-ha-berr gant an akademiezh. Fuloret ruz eo tud ar vugale anat deoc’h rak ne gomprenont seurt !

Hag ar renerez da ziouganiñ e vo muioc’h eget 30 skoliad er c’hlasoù skol-vamm a-benn miz gwengolo !

Ur petition a zo bet lakaet en-linenn gant tud ar vugale kement ha lakaat gwask war an akademiezh.

Memestra e skol bublik Paul-Emile Victor eus Henwinieg, e Bro Gwiniegi atav, ma vo serret ur c’hlas tra ma oa bet serret unan warlene endeo. Etre 20 ha 22 bugel a zo e klasoù skol-vamm koulskoude ha kudennoù emzalc’h don gant lod. Met ne vern, nac’het he deus an ensellerez dont d’ar c’huzul skol d’ar c’hentañ a viz ebrel zoken. An itron vaerez, kuzulierien, kelennerion ha tud ar vugale oa oa ouzh he gortoz ha padal n’eo ket deuet.

Da c’hortoz un emvod etre servijoù an akademiezh ha tud ar skol ez eus bet lakaet ur petision en-linenn

Foto : APE Banaleg-ar-Gevred

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Tribune libre

Ar gelennerien etre an horzh, ar genn, ar c’hler hag an dour ! [L’Agora]

Découvrir l'article

Clisson, E brezhoneg, Local, NANTES

Gwaled/Valette (44) : un emsaver LFI taget war ar marc’had met gant piv ?

Découvrir l'article

Clisson, E brezhoneg, Local

Bro Gwiniegi Naoned : ar stêrioù war hesk

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, LANNION, Local, Société

Plangonwal, Ploubêr, Plouilio (22) : stourm a reont evit ma ne vefe ket serret klasoù

Découvrir l'article

E brezhoneg, LANNION, Local

Ur c’hlas divyezhek e Lanvaodez (Bro Dreger) e 2023 ?

Découvrir l'article

Clisson, Local

Geneston (44). Quand une commune du Clissonnais finance les vacances de jeunes Palestiniens

Découvrir l'article

Clisson, E brezhoneg, Local

Bro Gwiniegi Naoned : Tan b’ar gwini !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Environnement, Local, NANTES

Grip an evned e Henwinieg (44) : un takad kenfinañ a 10km² !

Découvrir l'article

Culture, Evenements à venir en Bretagne

Le Faou. L’école Diwan organise un concert le 16 novembre [Vidéo]

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky