En Elzas e oa Emmanuel Macron d’ar merc’her 12 a viz ebrel. Evit mont e darempred gant ar votourien, dreist-holl ar re o deus votet evit Marine Le Pen, stank anezho er vro-se. Implijidi CGT ospital Mulhouse o deus toullet kaoz gantañ met ivez Sarah Weiss Moessmer, un ezel eus ar strollad emrener Unser Land, bet war ar renk e anv an emrenerien. D’an aotroù prezidant he deus komzet ar plac’h eus ar « Grantest » m’eo bet soubet Elzas ennañ.
Da geñver an divizig o deus bet asambles, tro he deus bet ar vaouez da adlavaret da Emmanuel Macron e fell da dud Elzas adkavout o bro gozh ha mont kuit eus ar « Grantest » divlaz.
Notre candidate Sarah Weiss Moessmer a interpellé @EmmanuelMacron au sujet de l’avenir institutionnel de l’Alsace et rappelé la volonté des Alsaciens de sortir du Grand Est. @RetPS @EFAparty @F_Bierry @toutelalsace pic.twitter.com/ne9T7iTzLI
— UnserLand (@UnserLand) April 12, 2022
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine